Replay du samedi 10 octobre 2020

Ur barzhoneg diwar-benn Beg ar Raz kanet gant Riwal Huon

- Mis à jour le

Ar pozioù oa bet skrivet gant Kenan Kongar goude ar brezel diwezhañ. An ton krouet gant Riwal Huon.

Riwal Huon er gêr e Sant-Hern
Riwal Huon er gêr e Sant-Hern © Radio France - Axel Perret

Traoù kozh ha traoù nevez a vo lakaet ac'hanoc'h da selaou hiziv. Kanet e vo gant Riwal Huon - a zo o chom e Sant-Hern (29) - ur barzhoneg skrivet goude ar brezel diwezhañ gant "Kenan Kongar", ar skrivagner ganet e Dirinonn. 

Brudet eo Riwal Huon evit bezañ skrivet e romant kentañ "Ar marc'h glas" en deus tapet Prizioù 2011 ha Priz Langleiz ar romantoù brezhonek. Ar munuzer-mañ a zo war e leve abaoe daou viz bremañ ha kan a ra ivez, ar pezh n'eo ket gwall anavezet.

Disavet eo bet Riwal Huon e Brest en ur familh a baotred. E dad Ronan Huon a oa embanner hag en doa krouet "Al Liamm". Ha keuz en deus Riwal bepred n'oa ket krog da zeskiñ seniñ d'ar mare-se. Daoust ma oa sonerezh er gêr memestra !

Plij a rae da Riwal Huon kalz muzik folk, Joan Baez, Diaouled Ar Menez hag Alan Stivell ha krouiñ sonerezh diwar-benn pozioù skrivet gantañ pe gant tud all a blij dezhañ bremañ. Difoupet en deus istor "Paotr Beg ar Raz hag ar morganez", ur barzhoneg skrivet gant Frañsez Kervella, ar skrivagner eus Dirinonn (29) a veze graet Kenan Kongar anezhañ.

Mots clés: