Replay du samedi 9 janvier 2021

Ur sonenn savet gant Riwal Huon diwar pozioù skrivet gant Bernez Tangi.

- Mis à jour le

Ur ganaouenn savet diwar-benn ganedigezh ur grouadurez skrivet gant Bernez Tangi, ar barzh eus Speied.

Broñsoù ar gwez
Broñsoù ar gwez © Radio France - Axel Perret

Digoret da zaoulagad, tarzh nevez-hanv e bronsoù ar gwezh"E Sant Hern (29) emañ o chom Riwal Huon a oa munuzer a-vicher. Ha kanañ a blij dezhañ dreist-holl dibaoe emañ war e leve. Ezhomm en deus da ganañ e gwirionez ! Ha krog eo d'ober e-kerzh predoù pe kentelioù brezhoneg. Kanet e veze sonioù pe gwerzioù e-pad an toulladoù kontañ kaoz-mañ, traoù e-giz Marv Pontkalleg, An alarc'h, Son ar sistr, Fontanella pe pozioù skrivet gant Denez Arbernot, barzh eus ar vro Bagan.

Krog eo Riwall a-benn ar fin da glask sevel sonennoù e-unan evit lakaat anezho klotañ gant barzhonegoù krouet gantañ pe gant pozioù skrivet gant ar re all. Daoust ma ne oar Riwall lenn skrid sonerezh tamm ebet !

Digoret da zaoulagad, tarzh nevez-hañv e broñsoù ar gwez

Setu ma emañ o klask Riwan Huon kanañ "Branwenn" evidoc'h-c'hwi, gant sonerezh ijinet gantañ diwar ur pezh barzhoneg skrivet gant Bernez Tangi. Ar barzh eus Speied en doa savet ar pozioù-se diwar-benn ganedigezh e verc'h, Branwenn hec'h anv, "deuet war an douar, a-raok ar c'hraoñ, a-raok ar mouar".

Mots clés: