Replay du samedi 27 mars 2021

Ur vojenn diwar penn Dahud hag hec'h amourouzed kontet gant Awenn Plougoulm

Gwall brudet eo mojenn merc'h ar roue Gradlon e Douarnenez. Met reuz a oa bet graet ganti ivez en Uhelgoad.

Ar Stêr-Archant en Uhelgoad
Ar Stêr-Archant en Uhelgoad © Radio France - Axel Perret

Gant ar gonterez ha ganerez eus Kommana Awenn Plougoulm emaomp ar sizhun-mañ. Desket he doa ar plac'h-mañ - genidik eus bro Leon - kanañ ha dibunañ mojennoù gant ar c'honter Jañ-Mai Skragn eus an Uhelgoad hag gant Maurice Poulmarc'h a zo o chom er barrez-se ivez abaoe ugent vloaz.

Maurice Poulmarc'h a zo bet tostoc'h ouzh Awenn, abalamour ma oa kamarad d'he zad. Hag ar ganerez a zeue eus bro Leon betek Brenniliz evit kemer perzh e kentelioù gavotenn veze graet gant Maurice du-hont. Hag Awenn he deus taolet ur sell pizh diwar-benn istorioù menez Are, traoù da gontañ ha gavotennoù pe laridennoù desket gant Jañ-Mai Skragn

Awenn Plougoulm e-kichen Toull an diaoul en Uhelgaod
Awenn Plougoulm e-kichen Toull an diaoul en Uhelgaod © Radio France - Axel Perret

Hag evit gwir eo koad an Uhelgoad hag e reier ul lec'h fromus evit kontañ mojennoù eus ar vro : kraou an diaoul, poull dour ar moc'h gouez, ar Stêr-Arc'hant o redek er c'hoad, an toull don e-kichen bez Viktor Segalenn.

Hag un istor a zo da zibunañ du-hont diwar penn Dahud, merc'h ar roue Gradlon, gant Awenn Plougoulm. Un dunnelenn a oa gwechall-gozh etre an Uhelgoad ha Kêr Is (Douarnenez ?) ha Dahud a zeue er c'hoad gant he c'harantezed. Met droug 'veze graet dezho, bountet anezho diouzh ur pont e-barzh an toull-don ganti ha beuzet anezho !