Replay du samedi 6 mars 2021

"Youenn al laer" kontet gant Andrev Sezneg

Ur gontadenn dastumet gant Fañch an Uhel e naontekvet kantved ha dibunet gant ur bigouter.

Andrev Sezneg, konter eus Pont-'N-Abad
Andrev Sezneg, konter eus Pont-'N-Abad - DR

A orin eus Plogoneg (29) e bro C'hlazig eo Andrev Sezneg, met emañ o chom e Pont-'n-Abad dibaoe un dregont vloaz bennak. Dre-se en deus tapet ar stummer war ar brezhoneg-se ar mod da brezeg eus bro Vigoudenn.

Ar wech kentañ en doa kontet Andrev e oa e-kerzh gouel ar Broderezed e 1996 e Pont-'n-Abad (29) just a-walc'h etre div abadenn : an eil gant kelc'h keltiek Pont-'n-Abad hag egile gant Pascal Jaouen. Evit enoriñ Pierre-Jakez Helias 'oa aet d'an anaon e 1995, e oa bet kontet ar bloaz-se gant Andrev un diviz etre ur bigouter hag e wreg evit diskouez mat e oa ar vigoudenn e penn ar jeu, e penn an tiegezh !

Ar pezh a oar mat Andrev eo ar sketchoù a rae Helias gant radio Kimerc'h ha digarez en deus bet da lenn "Marc'h al loc'h" evel just, skrivet gant ar bigouter. "Marc'h ourgouilh" e vez lâret kentoc'h e bro Vigoudenn. Hervez Andrev Sezneg, el levr-mañ skrivet gant Helias eo ar galleg re war e brezhoneg. Gwelloc'h brezhoneg 'gaver gantañ gant istoroioù "Biskoaz kemend-all".

Amañ e vez klevet ar sizhun-mañ istor "Youenn al laer" 'oa bet bet dastumet dindan anv "Al laer hag ar person" gant Fañch an Uhel (François-Marie Luzel e galleg), ar skrivagner ganet e 1821 e bro Dreger. Ar gontadenn-mañ 'bet kempennet gant Andrev Sezneg a zo kontet deoc'h gantañ.

Mots clés: