Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Agriculture – Pêche

Aziliz Andre, en he bleud evit mont da varaerez

-
Par , France Bleu Breizh Izel

C'hoant en deus Aziliz Andre mont da varaerez. Emañ o vont da brenañ un atant e Louaneg lec'h 'vo he boulonjerez. Ur park tri dervezh arat a vo ivez kichen ar forn 'benn hadañ he bleud. Prest eo an ti-bank prestiñ arc'hant dezhi met vank a ra memestra 10 000 euro d'al labourerez douar yaouank.

Mall 'zo war Aziliz Andre bezañ perc'henn he atant
Mall 'zo war Aziliz Andre bezañ perc'henn he atant - Aziliz Andre

Louannec, France

Magañ a ra Aziliz Andre ar soñj bezañ baraerez abaoe "daou vloaz". Met abaoe "ar vugaleaj ma zud o deus ur feurm bio neuze abaoe pell em oa c'hoant bezañ labourerez-douar" a zispleg an Dregeriadez a 23 bloaz. "_Gouzout a raen abaoe pell em oa c'hoant bezañ labourerez-douar met ne ouien ket war peseurt danvez_, setu goude ur bak S e Diwan em eus graet ur BTS labourerez-douar. Goude em eus graet ur bern a stajoù e pep lec'h hag em eus desket ober bara war un atant hag em eus kavet brav !"

Reportaj gant Tudi Crequer

Prenañ un atant ha bec'h d'al labour 

Emañ o vont da brenañ un atant e Louaneg lec'h 'vo he atalier fardañ bara. Ur park tri dervezh arat a vo ivez kichen ar forn. Hadañ he bleud ha fardañ he bara, setu pezh fell da Aziliz Andre ober. Prest eo an ti-bank prestiñ arc'hant dezhi met vank a ra dezhi memestra 10 000 euro 'benn prenañ ar forn. Ha moien 'zo da neb a gar reiñ ur gwenneg dezhi war al lec'hienn internet MiiMOSA.

War atant he zud emañ evit ar c'houlz Aziliz o vevañ e Pederneg. E-barzh ur mobilhome emañ evit poent o vevañ met "goude ar goañv e kasin ar mobilhome evit bezañ e Kerfanouil". Ar pezh 'vo aesoc'h dezhi rak eo ret dihuniñ abred tre diouzh mintin 'benn fardañ bara. Hag estreget fardañ bara 'vo graet ganti "emaon o vont da hadañ gwinnizh hag ed du e-barzh ar park, goude e kasin d'ar vilin hag ar bleud a deuio en-dro 'b'ar feurm". 

"Al lec'h du-hont 'zo ur baradozig"

Youn e vreur a zo labourer douar ivez ha laouen eo da welet he c'hoar o vont war ar vicher-se : "mirañ a ra al liamm gant an douar ha se zo dreist, kalon vat ha dreist-holl kat fiziañs peogwir eo sur e kerzho mat". Ha kavet eo bet dija anv ar stal bara gant Aziliz : "Baradoz, evit ar bara ha peogwir al lec'h du-hont zo ur baradozig bihan". 

C'hoant o peus skoazell Aziliz Andre ? Ki'ta neuze war al lec'hienn internet MiiMOSA.

Choix de la station

France Bleu