Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Climat – Environnement

Amoco Cadiz : Adselaouit abadenn France Bleu Breizh Izel a oa war-eeun eus Porsall

mercredi 14 mars 2018 à 12:34 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Saotret e oa bet 40 vloaz-zo an arvor gant ouzhpenn 220 000 tonenn a eoul-mein bet dislonket gant ar vag-lestr. Lusket e oa bet, Diryaou da noz, gant France Bleu Breizh Izel, un abadenn gouestlet da beñse an Amoco Cadiz.

An abadenn a oa bet lusket eus Pub O'DonNeil Porsall
An abadenn a oa bet lusket eus Pub O'DonNeil Porsall © Radio France - Laurent Le Troadec

Portsall, Ploudalmézeau, France

D'ar 16 a viz Meurzh 1978 ez ae ar vag an Amoco da skeiñ gant reier Mengoulven dirak porzh Gwitalmeze. Kregiñ a ra da neuze unan eus gwashañ gwallzarvoud ekologel ar vro. E-pad div eurvezh e oa bet roet ar gomz ganeomp da skiantourien (IUEM), ar Cèdre, kazetennerien, splujerien, tud deus ar vro... met skignet e oa bet ivez dielloù kozh deus ar mare-se. Kontet e oa bet peñse ar vatimant, ar stourm evit netaat an aodoù, ar prosez e Chicago, met lakaet e oa bet ar gomz ivez war hor bed a-vremañ : petra n'eus cheñchet peñse an Amoco ? Peseurt saotradur a zo o louzañ an arvor hiriv-an-deiz ? 

Tudi Crequer ha Manu Mehu a oa o luskañ an abadenn war-eeun eus porzh Porsall, hag e brezhoneg penn-da-benn !

Klevet e oa bet ivez sonerezh ! Deuet e oa Yohann an Nedeleg da seniñ gant e Uileann Pipe evit kinnig deomp e bladenn nevez ha lidañ ar Sant Padrig war ar memes tro ! 

Pelec'h, penaos, petra ?