Bevañ en ur yourt : espern arc'hant ha doujañ ouzh an natur
A la fin du mois se tiendra la Cop 21. Une bonne occasion de découvrir des habitats écologiques et économiques. Depuis 4 ans, la famille Fichoux vit dans une Yourte Contemporaine. 110m2 avec tout le confort moderne, le respect de l'environnement en plus.

Bevañ a ra ar familh Fichoux en ur yourt er Roc'h Morvan (29). Ur yourt a-vremañ eo "bez e z'eus an tredan, an dour hag internet eveljust, a zispleg Annaelle, 16 vloaz, evit ar re all eo ur yourt met evidomp eo kentoc'h un ti". "Lavarout a ran eo giz ur chalet peogwir eo tout e koad e-barzh. Ober a ra un tamm zen" a embann he c'hoar vihan Louise, 14 bloaz.
Bez e z'eus ur saloñs bras, ur gegin, ur mezanin bras ha teir gambr er yourt-mañ. En holl e ra 110 m2 ha 6 metrad a uhelder. Ekologel eo an ti-mañ rak e z'eus privezioù sec'h enni ha "phyto-épuration". Tommet eo gant ur "poêle" hag ur sistem "aerothemie". Aes eo da dommañ rak ar moger a zo bet fardet gant "ouates de cellulose. Nav plankennad a zo staget stok ouzh stok, ur plankennad alu a zo ivez, ha war ar c'horre e z'eus ul lienn dizouriñ e plastek."* Rannet eo bet o fakturenn tredan ha dour dre 3 evit ar pezh a veze paeet ganto en o ranndi*.
"Kalz kerroc'h e oa prenañ ur ranndi", Violaine Fichoux
Koustet e n'oa d'ar familh 110.000 euro. An dibab a oa bet graet 5 bloaz-so. "D'ar c'houlz-se e oamp o vevañ en ur ranndi e Landerne, a gont Violaine ar vamm. Savet e oa ar c'hoant ganeomp kaout o zi deomp-ni. Ur mignon n'eus komzet din diwar-benn ar yourtoù. Plijet e oamp bet. Koustet e n'eus din 110.000 en holl evit sevel ar yourt hag en em staliañ e-barzh. Ur ranndi gant kement a metradoù karrez a gouste 180.000 euro e Landerne." **
Evit gouzout hirroc'h** : - Load ar saver yourtoù Yourte contemporaine



