Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Daoust-ha anavezout a rit ar "flygskam" ?

-
Par , France Bleu Breizh Izel
Bretagne, France

E Bro Sued eo bet savet ur gêr nevez anvet "Flygskam", ar pezh a dalv ar "vezh da nijal". Muioc'h mui a dud vefe techet da glask beajiñ hep ar c'hirri-nij. Ha kalzig bretoned ha bretonezed zo gant ar memes tro spered.

Prest oc'h c'hoazh da gemer ar c'harr-nij ?
Prest oc'h c'hoazh da gemer ar c'harr-nij ? © Maxppp - Bruno Levesque

Paouez da vont gant ar c'harr-nij etrezek ar vro hag ar bed. An emsav ekologel a zo kreñv e Bro Sued, lec'h m'eo bet savet ur ger ekspres-kaer : "Flygskam". Ar pezh a sinifi : "Kaout ar vezh da nijal". Hogen, n'eo ket nevez an emzalc'h-mañ evit lod 'giz Florence. "Pa vez gwelet priz bilhiji-zo eo souezhus. Ar c'hirri-nij 'zo marc'hadmat tre. Met, re giriek en em santfen ma tapfen ar c'harr-nij evel-se. N'on ket krapaet e-barzh unan a-c'houde ugent vloaz" emezi.

"Ret eo cheñch hon doare d'ober"

Evit Ian, ur redi eo beajiñ ha klask a ra ivez ober hep kemer ar c'harr-nij pa z'a da welet e familh e kostez Munster e Bro Iwerzhon. Daoust m'eo hirroc'h ar veaj e kav gwelloc'h mont "ar vag". "Ret eo cheñch hon doare d'ober, an endro a cheñch ha ret eo arest gant ar c'harr-nij !" a embann fraezh ar paotr yaouank.

Etrezek Bro Norvej hag ar Stadoù-Unanet hep karr-nij

E seizh gwellañ 'ra ivez Pascal. Bet eo bet nevez-zo "e Bro Norvej gant an tren". Tri dervezh n'eus lakaet evit mont du-hont. "Brest-Bruxelles, Bruxelles-Hambourg, Hambourg-Kopenhag, Kopenhag-Oslo. Gant ar c'harr-nij e vije bet kalz aesoc'h !" Ha marc'hatmatoc'h ivez. Paeet en deus tro 1200 euro evit ar familh a-bezh evit mont gant tren.

D'an hañv a zeu ez aio Pascal hag e familh da veajiñ d'ar Stadoù-Unanet. "Klasket em eus mont gant ur vag. Kavet em oa unan etre Anvers ha Halifax, met ne oa ket plas ken... Setu dav eo bet din tapout ur c'harr-nij !"

Reportaj Tudi Crequer (1'30vn)

Rediet da vont gant ar c'harr-nij

En desped d'e c'hoant eo ret memestra da Bascal kemer ar c'harr-nij neuze. "Ranket em eus beajiñ gant ar c'harr-nij evit va labour ivez. Goulennet em eus meur a wech mont gant an tren ha va rener n'eus lavaret din ne oa ket moien." E rener n'oa lavaret dezhañ "re a amzer a gemer ar veaj-se peus ket amzer da goll en tren, ret eo dit mont gant ar c'harr-nij."

Choix de la station

À venir dansDanssecondess

France Bleu