Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Climat – Environnement

Selaouit en dro ouzh an diviz | Da betra servij ar C'hop 23, an emvod bras war cheñchameñchoù an hin ?

mardi 7 novembre 2017 à 19:59 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Abaoe dilun eo bodet tost holl broioù eus ar bed e Bonn, e bro Alamagn, evit ar C'hop 23. Met da betra servij an emvod bras war cheñchameñchoù an hin. Setu tem an diviz, a oa aozet d'ar yaou 9 a viz du war France Bleu Breizh Izel.

E-penn kentañ ar C'hop 23 oa bet manifestet e Bonn evit goulenn e vefe savetaet an endro.
E-penn kentañ ar C'hop 23 oa bet manifestet e Bonn evit goulenn e vefe savetaet an endro. © Maxppp - Philipp Guelland

Bretagne, France

Sañset e vo 2017 bloavez tommañ an istor. Tommoc'h tommañ eo an hini, eme an holl skiantourien. Setu perak eo bodet dileuridi 196 bro e Bonn. Sañset e vo kemeret ganto reolennoù evit lakaat e plas an emglev sinet e Paris, daou vloaz zo, gant ar pal ne bignfe ket an derezhioù en tu all da zaou zerez.

Met justawalac'h petra zo tremenet da vat abaoe daou vloaz ? Mont a ra an traoù war welaat ? Petra a vez graet, amañ e Breizh, da skouer evit stourmañ a-enep cheñchameñchoù an hin ? Ar goulennoù-mañ a oa bet savet d'ar yaou 9 a viz Du, etre 7e10 ha 7e30 noz, war gwagennoù France Bleu Breizh Izel

Tri den pedet ganeomp

Asambles e oa ganeomp tri den :

  • Gwenole Guevel, meteorologour war e leve ;
  • Yann-Fañch Kerneis, dilennet e meurgêr Brest, e-karg eus an takadoù naturel hag deus an transportoù, ezel eus Europa Ekologiez ar re c'hlas ;
  • Elisabeth Kerloc'h, ezel eus Greenpeace, Dour ha Sterioù Breizh, Breizh vev ha deus ar gevredigezh Demel (Développement maîtrisé des espaces littoraux).

Selaouit ouzh an diviz en dro

Lodenn 1

Lodenn 1 eus an diviz war ar C'hop 23.

Lodenn 2

Lodenn 2 eus an diviz war ar C'hop 23.