Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Climat – Environnement DOSSIER : Ma vijen Prezidant

Ma vijen Prezidantez : "lak a rafen memes retred evit tout an dud"

jeudi 30 mars 2017 à 10:58 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Irene Lahuec a zo labourerez-douar e Pluenn e Su Penn ar Bed. Reiñ a rafe ar memes leve d'an holl ha kas a rafe ar skolidi e kousklec'hioù.

Irène Lahuec, labourerez-douar e Pluwenn
Irène Lahuec, labourerez-douar e Pluwenn © Radio France - Tudi Crequer

Pleuven, France

Ma vije Iren Lahuec Prezidantez

C'hoant en dije "un tamm justis". E-giz ma lavare he mamm-gozh : "leun a dud a zo o en em lazh gant al labour ha lod all o en em goll gant re a argant." Setu evit kaout muioc'h a justis e vije kroget gant ur reform eus al leveoù. Simplaet e vije ar sisteme gant Irène Lahuec. "Tout an dud a vefe memes mod". Roet e vije "2000€ da dout an dud". Ar pezh a zo "na re uhel, na re izel" emezi.

"Tout an dud a zebr memes mod !"

Pe vefe an dud o vevañ e Pariz pe e Pluenn e vefe roet ar memes sammad. "Ar re 'ba Pariz, alies e teuont amañ evit o retred setu ne z'eus rezon ebet e vefe uheloc'h o retred ! Tout an dud a zebr memes mod !".

Kousklec'hioù e pep skolioù ar vro

Cheñch a rafe ivez al labourez-douar ar mod da zegemer ar skolidi. Adalek 12 vloaz e vijen "kaset 'ba pension". E mod-se e vo merzet ganto n'eo ket e ti "o zud e vez gwelet tout". Muioc'h a darempredoù a vo etre ar rummadoù sokial e-giz-se hervez al labourerez-douar.