Climat – Environnement

"A-wechoù, ret eo chom 'barzh ar porzh"

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel lundi 11 janvier 2016 à 21:32

Pa vez re fall an amzer e chom ar bigi er porzh
Pa vez re fall an amzer e chom ar bigi er porzh © Maxppp

Sioulaat a ra un tammig an amzer. Lakaet eo bet memestra Penn ar Bed hag ar Morbihan dindan evezh gant meteo France, liv melen evit ar gwag, an dourioù-beuz, an avel hag an arnev. Evit ar re a labour er-maez, ha dreist-holl war-vor, n'eo ket ar goañv ar mare-amzer plijusañ.

Goude un diskarr-amzer klouar ha sioul a-walc'h eo erruet ar goañv d'avat, gant ar barroù-amzer. Boazet omp da gaout seurt amzer, met memestra e chom diaes a-walc'h evit ar re a labour er-maez, evel ar besketaerien.

Sellout ouzh ar meteo bemdez

Jérôme Templier a zo pesketaer a-vicher abaoe 20 vloaz e Aodoù an Arvor. Emañ e penn ur vatimant bihan a-walc'h, hag e-pad ar goañv e chom e Bae Sant-Brieg evit kreginañ. "Ret eo sellout ouzh ar meteo bemdez. Met kalz aesoc'h eo bremañ kaout ur meteo resis a-walc'h gant internet, kalz aesoc'h eget gwechall".

N'eus ket mann ebet e fin ar miz

Memestra a-wechoù eo ret sellout meur a-wech e-pad an deiz. Ha gwechoù all ne c'heller ket mont war-vor tamm ebet, ha ret eo chom er porzh. "Se n'eo ket aes peogwir n'eus ket mann ebet e fin ar miz. Setu ar gudenn gant ar goañv evit ar besketaerien gant batimañtoù bihan."

Gant an amzer fall a zo er mare-mañ e chomo Jérôme er gêr e-pad ur sizhun. Evitañ n'eo ket ur gudenn kaout un nebeut vakañsoù.

"E-pad Nedeleg ha gouelioù Kalanna eo bet gwerzhet leun-leun a gregin Sant-Jakez, ha kêr a-walc'h e oa. Neuze eo bet dastumet arc'hant a-walc'h evit chom er gêr." Adkroget e vo gant al labour tro an triwerc'h a viz Genver evit Jérôme... ma vo un tamm gwelloc'h an amzer.