Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

10 vloaz ar C'hreiz Breizh Akademi

vendredi 6 novembre 2015 à 20:30 France Bleu Breizh Izel

Lidet eo bet an deiz-ha-bloaz e C'hoariva Kerne e Kemper, gant un abadenn ispisial. Pedet eo bet sonerien ha kanerien a oa tremenet dre an akademiezh abaoe 10 vloaz, met ivez re ar 5vet Kreiz Breizh Akademi, pe KBA#5. Met perak e ra kement ar berzh an akademiezh ?

Ar C'hreiz Brei
Ar C'hreiz Brei - Joan Bizien

Bretagne, France

Un deiz-ha-bloaz gant sonerezh eo bet, evel just, hini ar C'hreiz Breizh Akademi. Hag un digarez evit kinnig labour ar pempvet hini, gant kanaouennoù Breizh-Izel mesket gant sonerezh ar strolladoù binvioù dre gerdin a vez kavet er Reter-Kreizh. 

Krouet e oa bet ar raktres-mañ e 2005 gant Erik Marchand. Hag ar c'haner ha soner treujenn-gaol en doa dija ur pal resis : "Lakaat tud yaouank, pas yaouank flamm, met yaouank, barrek diwar-benn ur beñveg, diwar-benn ar vouezh, hag a ouie kanañ mat, seniñ mat, ha lakaat anezho da gompren petra eo sonerezh mozel, sonerezh modal". E-pad daou-vloaz e vez stummet 12 soner ha kaner yaouank, a-raok kinnig un abadenn a-feson.

Un doare disheñvel da labourat

Hag ar wech-mañ c'hoazh eo bet desket gant ar stajidi ur bern traoù diwar-benn sonererzh Breizh, met ivez diwar-benn broioù all. "_Un doare disheñvel eo da labourat, eme Janlug er Mouel, eus KBA#5. Desket e vez traoù teknikel, traoù eus ar mistri ar bed all, met implijet e vez ar pezh a vez desket, pas sonerezh a Vreizh._"

Sonerezh Breizh eus ar Bed

Gant ar C'hreiz Breizh Akademi eo digor sonerezh Breizh war ar bed a-bezh. E-pad an daou vloavezh paseet en deus bet tro ar c'haner Youenn Lange d'ober ur veaj betek Bro India evit dizoleiñ teknikoù all. "E-pad peder eurvezh e kanemp, un tamm boued da zebriñ, ha war-lerc'h peder eurvezh d'abardaez, a-raok mont da gousket. Aze eo un tamm "austère", met se a ra labour", eme Youenn Lange.

KBA#5 a vo e Brest d'an 10 a viz Kerzu, hag e Ti ar Radio e Pariz e miz C'hwevrer. Hag ur rummad all a vo degemeret adalek miz Genver : 12 soner ha kaner yaouank, a vo stummet ur wech c'hoazh gant Erik Marchand.