Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

A-benn neubeud e vo lidet delwenn Nevenoë, e bro Redon

mardi 10 avril 2018 à 18:28 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Abaoe eizh bloaz 'neus c'hoant ar c'homite Nevenoë sevel un delwenn e koun Nevenoë. E fin miz Mae e vo staliet war lec'h emgann Ballon, nebell eus Redon.

Gant ur bern tud eo bet douget ar raktres.
Gant ur bern tud eo bet douget ar raktres. © Radio France - Pauline Kerscaven

Bains-sur-Oust, France

Ur c'herlc'h houarn bras, gant toulloù e-barzh, a ziskouez skeudenn Nevenoë war e varc'h. N'eo ket echu c'hoazh an delvenn, e Lannarster emañ an tammoù houarn o vezañ soudet holl asambles. Met laouenn eo an holl o wellet anezhi da vat, peogwir eo bet diaes kas ar raktres da benn.  

Ret eo bet kavout 80.000 euro evit arc'hantaouiñ ar c'hounlec'h. Gant Poellgor gouel Ballon, komite Nevenoë zo bet dastumet moneiz, dre ur c'hrowdfunding hag a-drugarez yalc'hadoù. E-touez ar re o deus roet ur sammad arc'hant e vez kavet Kevre Breizh. "Se a vo un doare da wellout ha da gompren petra zo c'hoarvezet ha perak", a zispleg Alan ar Gall, ezel eus burev Kevre Breizh.   

 An arzour, Jean-Pierre Baudu, asambles gant Patrick Renault, eus Poellgor Gouel Ballon / Komite Nevenoë.  - Radio France
An arzour, Jean-Pierre Baudu, asambles gant Patrick Renault, eus Poellgor Gouel Ballon / Komite Nevenoë. © Radio France - Pauline Kerscaven

Ur prantad pouezhus evit istor Breizh  

Deuet e oa Nevenoë da vezañ kentañ roue Breizh - pe dost - goude emgann Ballon, nebell eus Redon. E 845 e oa, a-enep roue ar C'hallaoued, Charlez ar Moal. Aet e oa ar maout gant ar Vretoned met ankounac'het eo bet an darvoud-mañ. "Ne vez ket kelennet istor Breizh", eme, gwall dipitet, Jakez an Touze, deus ar c'homite Nevenoë.  

Estreget an emgann eo darvoud Ballon ul lodenn pouezhus eus istor Breizh. "Poent loc'hañ stad Breizh eo. Ur prantad pouezhus eo evit Breizh, evel eo evit pep bro a teu da vezañ dizalc'h un deiz bennak", a gendalc'h Alan ar Gall.   

D'ar 26 a viz Mae e vo staliet an delwenn e Ballon, nebell eus Redon. - Radio France
D'ar 26 a viz Mae e vo staliet an delwenn e Ballon, nebell eus Redon. © Radio France - Pauline Kerscaven

Lidet e vo an delwenn e fin miz Mae, da vare Gouel Breizh

D'ar 26 a viz Mae, da vare Gouel Breizh e vo lidet an delwenn war an ton bras, e Baen-Ballon. Spi 'neus ar c'homite Nevenoë e teuio da vezañ ul lec'h touristel hag istorel. "Pouezhus e vo evit ar yaouankiz, dezhi da gompren eo bras ha pouezhus istor Breizh", eme, evit echuiñ Patrig Renault, eil prezidant Poellgor gouel Ballon, komite Nevenoë.    

Gant ur bern tud eo bet douget ar raktres.   An arzour, Jean-Pierre Baudu, asambles gant Patrick Renault, eus Poellgor Gouel Ballon / Komite Nevenoë.   D'ar 26 a viz Mae e vo staliet an delwenn e Ballon, nebell eus Redon.