Infos

Audio | Yann Tiersen : ar brezhoneg war an ton bras war e bladenn "Eusa"

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 28 septembre 2016 à 14:55

Yann Tiersen e-pad ur sonadeg e beg ar Pern war Enez Eusa e 2014
Yann Tiersen e-pad ur sonadeg e beg ar Pern war Enez Eusa e 2014 © Maxppp - Nora Moreau PHOTOPQR/LE TELEGRAMME

Embannet e vo pladenn nevez Yann Tiersen d'ar gwener 30 a viz gwengolo. Baleet e vez dre e sonerezh war e enezenn, hini Eusa. Sioul ha brav eo ha blaz ar yezh ganti.

Eus reier da barkeier e vez graet un dro vale war enezenn Eusa dre donioù ar soner. « Pern », « Roc'h ar vugale », « Penn ar lann » setu anvioù an tonioù hag a zo ivez anvioù lec'hioù anavezet pe kuzhet an enezenn. Eil ganaouenn ziwezhañ ar bladenn a zo anvet Kadoran. « Kadoran, da skouer, a zo ul lec'h gouez awalc'h hag un tammig trist ivez setu perak eo nerzhus an ton » eme an ar soner.

Reportaj Tudi Crequer gant Yann Tiersen

Piano, brezhoneg ha son an natur hepken

Seniñ a ra piano hepken war ar bladenn. Da gentañ penn e oa ar pal gantañ embann ul levr hepken gant « dek poltred ha dek ton piano ». Met dre seniñ an tonioù-se war al leurennoù en eus bet ar soñj enrollañ anezho. Desket e oa bet brezhoneg ar bloaz tremenet gant Yann Tiersen ha pouezus e oa evitañ neuze lakaat da glevet e yezh.

« Goulennet em eus d'am wreg lenn testennoù Anjela Duval diwar-benn trouz an natur ». Ha klevet e vez neuze barzhonegoù labourerez-douar Bro Dreger e penn kentañ hag e fin ar bladenn.

Anjela Duval war roudoù The Beatles

Enrollet e oa bet ar bladenn-mañ e miz mae tremenet. Dre zegouezh un tamm e oa bet kinniget da Yann Tiersen labourat e studio n°1 Abbey Road e Londrez. An hini-mañ a oa bet implijet 50 vloaz-so gant The Beatles.

« Loc'h a oa ennomp o enrollañ barzhonegoù Anjela Duval e Abbey Road. D'am soñj e oa ar wech e vez klevet brezhoneg el lec'h-se. » Ha brudetoc'h e vezo testennoù Anjela Duval bremañ evit reoù ar Beatles ?(SON EVIT CLEMENT)

Pennad komz klok gant Yann Tiersen 8mn

Partager sur :