Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour

Bagad Penhars giz rock, pop ha blues

-
Par , France Bleu Breizh Izel
Bretagne, France

Kinnig a ra bagad Penhars, eus Kemper, e zeiziadur evit 2016. Ne vo ket kavet poltredoù ar sonerien ha sonerezed e noazh e-barzh, met memestra o deus bet ur menoz farsus evit lakaat ar bloavezh da dremen buanoc'h : adsavet eo bet ganto skeudennoù a vez kavet war pladennoù sonerezh brudet.

Deiziadur 2016 Bagad Penharz
Deiziadur 2016 Bagad Penharz

Abbey Road dirak iliz-veur Kemper, Claude François e dilhad ar bagad, pe c'hoazh Madonna dirak ur gwenn-ha-du. Setu un nebeut poltredoù a vez kavet e-barzh an deiziadur.

Ur prof farsus evit Nedeleg

Ar mennozh a oa deuet da d/Trifin le Merdy hag Addeline Le Roux. O klask e oant doare nevez da vrudañ ar bagad, ha da zastum un nebeut arc'hant evit ar gevredigezh. "Aze hon eus bet ar mennozh dre hor micher, Adeline a zo luc'hskeudennerez, me a oa maketist, ha neuze eo deuet ar soñj da ginnig ur prof farsus evit Nedeleg."

Ha plijadur zo bet oc'h adsevel ar poltredoù, eme Trifin Le Merdy, a zo war skeudenn miz Eost, ar bladenn "Greatest Hits" gant ZZ Top. "Bez zo bet pennadoù c'hoarzh memestra e-leizh. Pep hini en deus bet ur rol da c'hoari. Pep hini en doa da gavout e zilhad gwiskamant".

Hag a-benn ar fin an diaesañ a oa kavout un deiziad evit bodañ an holl. Evit pep miz e vez kavet ar poltred graet gant ar bagad, met ivez ar skeudenn a orin. An deiziadur a zo da werzhañ 10 euro e Kemper en Ostaleri Ceili, e ti Coop Breizh, e Ti ar Sonerien e Konk-Kerne pe c'hoazh gant ar bagad.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess