Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Brezhoneg e Roazhon | Emission spéciale, e brezhoneg, en direct du Café des Champs libres, à Rennes

Par

Mardi 3 novembre, Clément Soubigou et Pauline Kerscaven seront en direct de Rennes, de 19h à 21h, pour parler de la place et de l'utilisation du breton dans cette ville. De nombreux intervenants viendront témoigner au Café des Champs libres. Cette émission est ouverte au public ?

Clément Soubigou ha Pauline Kerscaven.
Clément Soubigou ha Pauline Kerscaven. © Radio France - Annaïg Haute.

Dimeurzh 3 a viz Du, e vo skipailh France Bleu Breizh Izel war-eeun eus Kafe ar Maezioù Frank, e Roazhon. Lakaat a rimp ar gomz war ar brezhoneg, e implij hag ar plas a vez roet d'ar yezh e kêr Roazhon. 

Publicité
Logo France Bleu

Da biv e vo roet ar gomz ? 

Meur a zen a vo ganeomp er C'hafe. 

Da gentañ e komzimp eus an istor, eus chifroù ar vrezhonegerien e Roazhon ha war stourm ar militanted evit ar yezh gant : 

  • Yann ar Meur, soner ha stourmer
  • Fulup Travers, rener Ofis ar brezhoneg e Roazhon

Goude-se e lakimp ar gomz war ar skolioù divyezhek gant :

  • Elen Cariou, eil-renerez skol Diwan Roazhon
  • Typhen Livet, eus Dihun
  • Emmanuel Roy, eus Divyezh
  • ha Morgane Cotten ha Tudwal Girard, eus Diwan

Gant tri den e komzimp eus ar bagadoù ha eus ar c'herlc'hioù :

  • Claire Corre, anavezet mat ganti bagadoù Il-ha-Gwilun
  • Louri Derrien, soner hag oc'h heuliañ ur stummadur er skol Pont sup'

Gant Pascal Nignol, eus Mirdi Breizh, e tisoloimp diskouezadeg nevez ar Maezioù frank, "Evañ" ha klevout a rimp ivez Ifig Troadeg, eus Dastum. 

Dont a raio ivez Jean-François Hubert, da gaozeal deus skol gouren Roazon. 

Goude-se e komzimp deus ar mediaoù e Roazhon gant : 

  • Milio Latimier, kazetenner e Bremañ
  • ha Gaël Roblin, eus Gwagenn TV

Diwar-benn ar stummadurioù evit an dud deuet hag evit ar studierien  e vo komzet gant : 

  • Gwenvaël Jequel, eus Skol an Emsav
  • Gwendal Denez, eus Skol veur Roazhon 2
  • ha gant Brendan Budoc, eus ar gevredigezh "Kejadenn"

Morgane Le Corveller ha Joël Bodennec, prezidanted Skeudenn ha Morgane Colas, e komzimp diwar-benn ar festival Yaouank. 

Hag evit echuiñ, politikerezh gant 

  • Yann-Mikael Sanner, eus "Brezhoneg e Roazhon"
  • Ana Sohier, eus an ti-kêr
  • ha Léna Louarn, eus ar Rannvro

Pep hini a c'hell dont da selaou ouzh an abadenn

Kregiñ a raio an abadenn da seiz eur noz evit mont betek nav eur. Gallout a reoc'h dont da wellet ac'hanomp e Kafe ar Maezioù frank (etre ar mirdi hag ar 4 bis). Laouenn e vezimp degemer ac'hanoc'h. 

Mod-all e c'helloc'h selaou ouzomp dre ar gwagennoù ha dre internet ! 

Ken dimeurzh ! 

 

Ma France : Mieux vivre

Après vous avoir interrogés sur les "économies d'énergie", nous avons choisi de nous intéresser à vous, via cette nouvelle consultation citoyenne, lancée avec Make.org . Que faites-vous ou que voudriez-vous faire pour améliorer la qualité de votre quotidien, de votre vie même ? Bien-être, activités physiques, alimentation, activités créatives, voyages, réorientation professionnelle, changement de vie, valeurs familiales, etc. : partagez avec les autres vos bonnes idées, actions et réflexions.

L'info en continu

Publicité
Logo France Bleu