Culture – Loisirs

Dielloù Eskopti Kemper war an internet

Par Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel vendredi 11 septembre 2015 à 18:36

Yvon Celton ha Kristell Loussouarn, levraoueger ha diellourez Eskopti Kemper
Yvon Celton ha Kristell Loussouarn, levraoueger ha diellourez Eskopti Kemper © Radio France - Joan Bizien

9000 teul, miliadoù ha miliadoù a bajennoù niverelaet, digoret eo bet levraoueg niverel eskobva Kemper ha Leon. Gallout a ra pep hini ac'hanomp kaout ur bern teuliadoù e galleg, e latin hag e brezhoneg war internet. Un dastumad dibar hag unel.

E 2008 oa bet kroget al labour divent-mañ, niverelaat dielloù Eskopti Kemper ha Leon. Ar wech kentañ eo 'vez graet un dra evel-se e Bro C'hall. En holl ez eus 9000 teul, levrioù, skeudennoù, pe kantikoù. Dielloù a bep seurt 'zo hag evel just traoù dic'hortoz pe diaes da gaout.

Traoù ral a zo evel Katekiz kerampuilh, al levr kentañ embannet e brezhoneg e 1576, eme Kristell Loussouarn, diellourez Eskopti Kemper-Leon.

N'eo ket bet disoñjet ar brezhoneg. Ur bern dielloù a zo tu da gaout buan war an internet bremañ.

Levraoueg niverel eskobva Kemper - Aucun(e)
Levraoueg niverel eskobva Kemper

C'hoant o deus diellourien Eskopti Kemper da binvidikaat c'hoazh al levraoueg niverel-mañ. Se zo kaoz e vez goulennet gant pep hini reiñ un tamm sikour. Kavet 'vez al levraoueg niverel-mañ war lec'hienn eskopti Kemper : www.diocese-quimper.fr/bibliotheque

Selaouit ar reportaj