Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

VIDEO - Div wech muioc'h a dud a sell ouzh ar programmoù e brezhoneg war BreizhVOD

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Evit kenderc'hel da glevout brezhoneg daoust d'ar prantad kenfinañ e vez kinniget ur bern filmoù, tresadennoù-bev, teulfilmoù... gant BreizhVOD meret gant ar gevredigezh Dizale. Ha berzh a ra ! Div wech muioc'h a dud a zo koumantet evel ma lavar deomp he rener, Samuel Julien.

Videoioù a bep seurt a vez kinniget war BreizhVOD
Videoioù a bep seurt a vez kinniget war BreizhVOD - Dizale

Al lec'hienn BreizhVOD meret gant ar gevredigezh Dizale a lak pep hini ac'hanomp da zibab filmoù, tresadennoù-bev pe deulfilmoù e stumm DVD pe niverel, da feurmiñ pe da bellgargañ. Dav eo paeañ ar servij-mañ 5,99 € ar miz evit sellet ar pezh ho peus c'hoant.

Skipailh BreizhVOD a gendalc’h da reiñ buhez d'ar brezhoneg en tiegezhioù e-pad ar prantad kenfinañ-mañ. Evit mont pelloc’h gant hor yezh hag e-giz bep sizhun e-pad an enkadenn-mañ e vez kinniget ganto filmoù nevez-embannet evel da skouer er sizhun-mañ : troioù-kaer Ebrel hag ar bed kemmet, ar film-bevaat, Kerity, ti ar c’hontadennoù, Ernest ha Celestine, Al louarn braz drouk  pe c'hoazh daou film savet gant Mikael Baudu, kazetenner ha sevener, diwar-benn ar C’hurdistan. Kurdistan, Hunvreal an nevez amzer hag Open the border.

Laouen eo Samuel Julien, rener Dizale o welet e ra berzh tout an abadennoù-mañ e brezhoneg. An holl zo da sellet ha da brenañ e streaming war Breizhvod.com. Eus 100 % eo kresket an niver a dud o vezañ koumanantet abaoe penn-kentañ ar prantad kenfinañ. Gallout a rit klevout hiroc'h gant an atersadenn-mañ.

Selaouit atersadenn Samuel Julien, rener Dizale

Pour afficher ce contenu Facebook, vous devez accepter les cookies Réseaux Sociaux.

Ces cookies permettent de partager ou réagir directement sur les réseaux sociaux auxquels vous êtes connectés ou d'intégrer du contenu initialement posté sur ces réseaux sociaux. Ils permettent aussi aux réseaux sociaux d'utiliser vos visites sur nos sites et applications à des fins de personnalisation et de ciblage publicitaire.

Gérer mes choix

Emgav war pajenn Facebook Dizale d'ar Yaou 23 a viz Ebrel adalek 4e goude-merenn

Ha warc'hoazh, d'ar Yaou 23 a viz Ebrel e vo kinniget ur film-berr « Bisklavret » e streaming adalek 4e goude-merenn war pajenn Facebook Dizale. Ur film savet gant Emilie Mercier ha lakaet e brezhoneg e-pad un atalier advouezhiañ gant liseidi Felix Le Dantec e Lannuon diwar intrudu o c'helenner Goulven Morvan ha gant sikour Tangi Daniel, rener arzel. Un daol grenn a vo da heul ar film hag ar making-off. 

Pour afficher ce contenu Facebook, vous devez accepter les cookies Réseaux Sociaux.

Ces cookies permettent de partager ou réagir directement sur les réseaux sociaux auxquels vous êtes connectés ou d'intégrer du contenu initialement posté sur ces réseaux sociaux. Ils permettent aussi aux réseaux sociaux d'utiliser vos visites sur nos sites et applications à des fins de personnalisation et de ciblage publicitaire.

Gérer mes choix

Choix de la station

À venir dansDanssecondess