Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Diviz ar Yaou : comment va l'édition en langue bretonne ?

-
Par , France Bleu Breizh Izel

À quelques jours de l'ouverture du salon du livre de Carhaix, le débat du jeudi en breton s'intéressait cette semaine à l'édition en Bretagne. Comment va le secteur dans le contexte de la crise sanitaire ? quel avenir pour l'édition en breton ? Selaouit Diviz ar Yaou

Levrioù da werzhañ e-barzh ur saloñs (illustration)
Levrioù da werzhañ e-barzh ur saloñs (illustration) © Radio France - Bruno Levesque

D'ar 24 ha 25 a viz Here e vo dalc'het Gouel al levrioù e Breizh, saloñs bras an embann e Karaez. Un darvoud hir-gortozet gant an tiez-embann, ha marteze muioc'h ar bloaz-mañ eget ar bloavezhioù all. Div gouviadez a oa ganeomp e diviz ar Yaou : Riwanon Kervella,  prezidantez Kuzul ar Brezhoneg hag a vod meur a di-embann, ha Trifin ar Merdy, a labour e ti-embann Coop Breizh, unan eus brasañ ti-embann ar vro.

Doareoù nevez da labourat

Ur mizvezh hanter gant ar stalioù-levrioù serret, un nevez amzer hag un hañvezh hep gouelioù bras na saloñsoù, met kalz a douristed er stalioù : ar prantad-mañ a zo bet ispisial-tre evit an tiez-embann. Klasket o deus azasaat o labour evit desachañ lennerien, a zispleg Riwanon Kervella ha Trifin ar Merdy.

Diviz ar Yaou : an embann e Breizh - Lodenn kentañ

Gouel al levrioù e Karaez a zo ur prantad pouezus-tre evit an embann e Breizh hag e brezhoneg : da vare ar saloñs e teu kalz levrioù er maez, ur seurt "rentrée littéraire" deomp-ni eo, a zispleg omp kouviadezed. Ar bloaz-mañ eo gouestlet ar gouel ar gouel d'ar varzhoniezh, ur seurt levrioù a ra berzh e brezhoneg, muioc'h marteze eget e galleg. 

Lakaat ar re yaouank da lenn e brezhoneg

Ha penaos e vo an dazont evit an embann e brezhoneg ? Petra a vefe da cheñch, war petra e vefe ret labourat ? "Da gentañ holl eo ret d'ar skolidi, skolajidi, liseidi, kregiñ lenn, zoken ma eo start da gentañ lenn brezhoneg eme Riwanon Kervella, prezidantez Kuzul ar brezhoneg. En em lakaat memestra da lenn ul levr, ha goude e teu da vezañ aesoc'h-aesañ".

Diviz ar Yaou : an embann e Breizh - Eil lodenn

Ha traoù resis a zo hag a vez goulennet gant an dud evit kregiñ, eme Trifin ar Merdy eus Coop Breizh. "Alies e vez goulennet diganimp gant kerent bugale a zo skoliataet er skolioù diwan pe divyezh hag all kaout levrioù divyezhek, evit ma c'hellfent lenn al levrioù gant o bugale. Se zo goulennouigoù a c'hellfe kas tud a na brenont ket levrioù e brezhoneg da brenañ" anezho. 

Hag evit gwelout an holl levrioù nevez a zo bet embannet abaoe bloaz e vez roet emgav e Karaez d'ar 24 ha d'ar 25 a viz-mañ evit Gouel al levrioù e Breizh.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess