Culture – Loisirs

Diviz ar yaou | Réécoutez notre débat sur les pratiques artistiques amateurs

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel jeudi 24 septembre 2015 à 15:34

Ar sonerien : amatourien pe tud a-vicher ?
Ar sonerien : amatourien pe tud a-vicher ? © Radio France - Annaïg Haute

Bep an amzer e vez kinniget ul lezenn evit reiñ ur statut d'an arzourien amatour. Unan a vo studiet gant an deputeed ar sizhun o tont. Un sujet qui fait débat en Bretagne. On en a parlé ce jeudi soir, dans le débat du jeudi, "diviz ar yaou" !

Tem an diviz

Ar sizhun o tont e veho studiet ur raktres lezenn gant an deputeed. Kinniget e vo gant Pascal Bloche (PS) sevel reolennoù nevez da geñver an arzourien amatour. Hervez dekred 1953, n'hallont ket labourat pa vez ret paeañ mont en-dro un abadenn. Poent eo cheñch al lezenn neuze evit ma vefe anavezet statut an amatourien, evit ma vefe diwallet anezho, evit ma vefe savet ur gwir harz etre an dud a vicher hag ar re all hag evit ma c'helfent labourat holl asambles, digudenn.

An dud pedet

Tri den a oa ganeomp war-eeun, etre 7e10 ha 7e30 noz : 

  • Ivonig ar Merdy, prezidantez Emglev bro an Oriant. Aozet e vez un toullad abadennoù gant ar gevredigezh, evel an Deizioù ; 
  • Steven Guegueniat, prezidant Ar vro Bagan, ar strollad c'hoariva mil anavezet ; 
  • André Queffelec, prezidant Sonerion. Bodet e vez kasi an holl bagadoù gant ar c'hevread. 

Selaouit en dro an diviz

Komprenit petra eo pal ar raktres-lezenn ha penaos e tremen an traou hiziv an deiz. 

Lodenn 1 diviz ar yaou war an arzourien amatour.

Deskit gant an dud pedet penaos e vez graet ganto ha petra a soñjont deus ar raktres-lezenn. 

Lodenn 2 diviz ar yaou war an arzourien amatour.

Studiomp asambles petra a vez kinniget e-barzh ar raktres-lezenn ha petra a c'helfe bezañ graet evit ma zafe gwelloc'h an traoù. 

Lodenn 3 diviz ar yaou war an arzourien amatour.

Kenderc'hel a ra an diviz !

Kenderc'hel a ra an diviz war internet :