Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

DIVIZ AR YAOU | Ha spontet oc'h c'hoazh gant skeudenn Bécassine ?

mardi 29 mai 2018 à 18:11 Par Pauline Kerscaven et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

D'an 20 a viz Even e teuio er maez ur film diwar-benn buhez Bécassine, ar vatez hep genoù divroet e Paris. Gervel a ra ar gevredigezh Dispac'h boikotiñ ar film. Perak ? Kizidig eo c'hoazh al lodenn-mañ deus an istor evit ar Vretoned ? Setu ar goulenn a oa bet savet diriaou, da vare diviz ar yaou.

Emeline Bayart a zo Bécassine e film Bruno Podalydès.
Emeline Bayart a zo Bécassine e film Bruno Podalydès. - Anne-Françoise Brillot

Diviz - Tabutet e oa bet ganeomp diwar-benn Bécassine

D'an 2 a viz C'hwevrer 1905 e oa embannet evit ar wech kentañ istorioù Bécassine e-barzh ar gazetenn La Semaine de Suzette. Gant Jacqueline Rivière hag Emile-Joseph Porphyre Pinchon e oa kontet ha treset buhez ur plac'h yaouank, kuitaet Breizh ganti evit mont da vezañ matez e Pariz. Abaoe eo bet lennet gant milionoù a dud !   

Istorioù Bécassine a zo bet kontet e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù. - Maxppp
Istorioù Bécassine a zo bet kontet e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù. © Maxppp - LE PROGRES/MOUILLAUD RICHARD.

Ur galv da voikotiñ ar film  

D'an 20 a viz Even e teuio er-maez er salioù du film nevez Bruno Podalydès, Bécassine. Diskouezhet e vo e Breizh, a-raok el lec'hioù all, ar sizhun-mañ. Dispac'h, ar strollad evit Breizh dizalc'h, a c'halv da voikotiñ ar film-se.

Gant ar stourmerien zo bet kaset ul lizher da holl salioù sinema Breizh evit displegañ e vez graet goap ouzh ar Vretoned, gant ur sell a c'hiz kozh ha kunujennus zoken. Prometet 'neus Dispac'h plantañ reuz da geñver skignadennoù kentañ ar film.   

Mont pelloc'h ganti | "On n'écoute pas les boycotts" : ces programmateurs de cinémas bretons diffuseront bien "Bécassine !"

Bev eo c'hoazh ar rak-varnioù war ar Vretoned ?   

Da lavaret eo e vefe kizidig c'hoazh Bécassine evit ar Vretoned ? Keuz o dije c'hoazh deus ar prantad-mañ, pa n'oa divroet kantadoù a vaouezed e Pariz evit kavout ul labour ? Ha bev eo c'hoazh ar rak-varnioù war ar Vretoned ? Peseurt sell o deus ar Barizianiz, an deiz a hiziv, war ar Vretoned ? 

Ar goulennoù-mañ a oa bet savet d'ar Yaou, 31 a viz Mae, etre 7e10 ha 7e30. Klevet e oa bet ganeomp testennioù ha tud pedet ivez : Gaël Briand, penn-kazetenner Pobl Vreizh, Yann Trocheris, eus Ti ar Vretoned Pariz, ha Louis Elegoët, istorour.