Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

E brezhoneg : les affiches de Fañch Le Hénaff à l'honneur aux Capucins à Brest

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Un diskouezadeg diwar-benn skritelloù Fañch an Henaff a zo e Brest er mare-mañ, staliet e mediaoueg ar Gapusined. Ugent oberenn savet gant arzour Lokorn a zo da welet, diwar demoù a-bep-seurt.

Fañch an Henaff dirak skritelloù graet gantañ er Gapusined.
Fañch an Henaff dirak skritelloù graet gantañ er Gapusined. © Radio France - Léo Rozé

Glad ar vro, ar sevenadur, ar stourmoù ... Tout ar skritelloù a zo bet tennet diouzh al levr "skeudennoù", embannet daou vloaz 'zo. "Dre vras e vez graet ul levr eus un diskouezadeg. Amañ eo ar c'hontrol" a zispleg Fañch an Henaff. E fin ar bloavezhioù 80 eo bet krouet skritelloù lodenn gentañ an diskouezadeg. 

Evit ar wech kentañ 'meus kondisionoù a seurt-se

Mediaoueg ar Gapusined, gant mogerioù kozh an atalieroù, a 'blij kalz da Fañch an Henaff evit ma chomfe spered ar skritelloù. "Evit ar wech kentañ 'meus kondisionoù a seurt-se evit diskouez ma labour a-benn ar fin. Dre vras eo e-barzh ur garid pe ur mirdi. Met amañ emaomp e-barzh ur straed a-benn ar fin, gant simant ha tout."

"Amañ e vez gwelet nemet roudoù eus un darvourd" a gont Fañch an Henaff

Ar Brito, krouet gantañ

E-touez darvoudoù all tro-dro d'al lizherennoù eo aozet an diskouezhadeg. "Pa'z eo bet graet anv eus ar raktres se 'meus soñjet diouzhtu e Fañch an Henaff. Anavezet eo er vro evit e skritelloù hag evit e labour war ar Brito, ul lizherennaoueg krouet gantañ" eme Efflam Le Bihan, o labourat er vediaoueg. 

N'eus ket kalz troioù da welet diskouezadegoù er mare-mañ. Setu, m'ho peus c'hoant da vont da Vrest e vo dalc'het homañ betek fin miz Ebrel.

Fañch an Henaff e mediaoueg ar Gapusined.
Fañch an Henaff e mediaoueg ar Gapusined. © Radio France - Léo Rozé
Anv an arzour, mil vrudet bremañ dre afer ar Fañchig bihan, lakaet war-wel e mont e-barzh ar vediaoueg.
Anv an arzour, mil vrudet bremañ dre afer ar Fañchig bihan, lakaet war-wel e mont e-barzh ar vediaoueg. © Radio France - Léo Rozé
Choix de la station

À venir dansDanssecondess