Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

E brezhoneg - Les archives d'Anjela Duval accessibles au public à la médiathèque de Lannion

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Les archives de la poétesse trégorroise Anjela Duval sont désormais installées à la médiathèque de Lannion. Elles sont accessibles au public sur rendez-vous, et seront mises en valeur dans la bibliothèque.

Ronan ar C'hoadig en deus fiziet dielloù Anjela Duval e dielloù Lannuon.
Ronan ar C'hoadig en deus fiziet dielloù Anjela Duval e dielloù Lannuon. © Radio France - Ninnog Louis

E sal an dielloù mediaoueg Lannuon eo staliet kartoñsadoù, leuniet gant kaieroù ha dornskridoù Anjela Duval. Fin miz C'hwevrer int bet degaset amañ gant o ferc'henn, ar sokiologour Ronan ar C'hoadig. 

Al lodenn vrasañ eus an dielloù 'zo bet embannet... Met pas an holl "An deiz all 'oan o sellet ouzh ar paperioù hag em eus kavet ur barzhoneg ha 'oa ket bet embannet ! Ha marteze 'zo re all", eme Ronan ar C'hoadig. 

Unan eus kaieroù barzhonegoù Anjela Duval, e 1960.
Unan eus kaieroù barzhonegoù Anjela Duval, e 1960. © Radio France - Ninnog Louis

Skriv a rae Anjela Duval he barzhonegoù war a bep-seurt paperioù. "Goloioù-lizher, tammoù bruderezh... Goude e kopie anezho e kaieroù. Ur skritur kaer 'oa ganti." Gwarnet en deus Ronan tout an tammoù paperachoù en deus kavet. Bodet int en ur c'hartoñs, chom a reont da vezañ renablet. 

Ur gouel e miz Du

Talvoudus eo an dielloù-se evit ar studierien, met evit ar re all ivez. "Gwir eo emañ lod en linenn, met n'eo ket memestra", a soñj Ronan ar C'hoadig. "Derc'hel etre e zaouarn un dra 'zo bet etre daouarn un arzour, pe un arzourez, 'zo fromus. Gwelet 'vez gwelloc'h an traoù eget war Internet"

Studiet em eus an dielloù-se. Met seul taol e troan ar pajennoù, ober 'ra un dra bennak din ! Ronan ar C'hoadig

"Anjela a felle dezhi e vefe tu gwelet he dielloù" : selaouit ouzh Ronan ar C'hoadig

Dre zegouezh eo en em gavet an dielloù er vediaoueg. "Gant ur vignonez da ma merc'h em eus gouiet e veze gwarnet dielloù amañ. Bet on bet e darempred gant an ti-kêr, ha gouiet em eus diouzhtu em boa graet ar choaj vat. Ar soñj 'zo ganto lakaat an dielloù da vevañ". 

"Lod dornskridoù a vo staliet dindan presoù-gwer e sal ar vediaoueg gouestlet da levrioù Breizh. Un teñzor eo, pouezus eo e c'hallfe an holl o gwelet !" eme Myriam an Troadeg, e karg eus an dielloù e mediaoueg Lannuon. Emañ ar vediaoueg e soñj aozañ ur gouel tro-dro da Anjela Duval e miz Du, da vare daou-ugentvet deiz-ha-bloaz marv ar varzhez. 

Da welet an dielloù eo dav kemer un emgav gant servij dielloù ti-kêr Lannuon amañ pe dre bellgomz : 02 96 46 14 39

Choix de la station

À venir dansDanssecondess