Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

E BREZHONEG | Logunec'h skrivet Loguneÿ, ul lizherenn dic'hortoz war ur pannel-hent

lundi 27 août 2018 à 19:05 Par Katell UGUEN, France Bleu Breizh Izel

L'orthographe en langue bretonne fait souvent débat. Cette fois c'est un panneau de signalisation qui a subi des changements diacritiques. Sur un axe menant à Locminé dans le Morbihan, Logunec'h est devenu Loguneÿ. La faute à un simple problème de compréhension entre les systèmes Windows et Mac...

War ur pannel nevez staliet ez eus bet graet ur fazi skritur
War ur pannel nevez staliet ez eus bet graet ur fazi skritur - Maxime Touze

Bretagne, France

Logunec'h, Loc'h Menec'h, lec'h sakr ar venec'h

E 1108 ez eo bet kadarnaet orin etimologel kêr Logunec'h, diwar Loc'h Menec'h, orator ar venec'h. Roud ebet neuze deus an "ÿ" hag a vez gwelet war ur panell-hent nevez staliet er Morbihan.

Treuzkompren etre poelladoù Windows ha Mac - Bertrand Déléon

War ar rouedad eo bet souezhet ar vrezhonegerien o welet skeudenn ur pannel-hent deus ar Morbihan. Parrez Logunec'h a zo deuet da Loguneÿ e brezhoneg. E korn-bro Pondi eo bet troet ar "c'h" d'un "ÿ" met dont a rafe ar fazi n'eo ket deus an droidigezh he unan met deus un treuzkompren etre ar poelladoù urzhiataerezh. 

Bertrand Déléon - Brezhoneg

N'eo ket sur e vo difaziet ar panell

Hervez an dud war ar bajenn Facebook e brezhoneg, n'eo ket ar wech kentañ e sav fazioù skritur war ar panelloù. N'eo ket sur e vo difaziet panell Logunec'h rak nevez staliet eo bet. 

N'eo ket stummet an dud a beg al lizherennoù war ar panelloù - Bertrand Déléon

Stummañ an dud war ar brezhoneg, aze 'vefe an diskoulm. Ar poelladoù urzhiataerezh, inti, n'int ket speredek a-walc'h c'hoazh evit chom hep faziañ.

Betrand Déléon - brezhoneg

Bertrand Déléon - français