Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

E BREZHONEG | Setu embannet klip ofisiel Ar Redadeg

mercredi 4 avril 2018 à 17:47 Par Katell UGUEN, France Bleu Breizh Izel

'benn miz e loc'ho Ar Redadeg 2018 deus Kemper da vont betek Plougerne. Ur c'hlip a zo o paouez bezañ embannet, fardet gant un dri c'hant den bennak.

Etre ar 4 hag an 12 a viz Mae e vo redet dre hentoù Breizh evit ar brezhoneg
Etre ar 4 hag an 12 a viz Mae e vo redet dre hentoù Breizh evit ar brezhoneg - Ar Redadeg

Bretagne, France

Ur c'hlip fardet gant ar rederien

'benn miz e loc'ho ar Redadeg evit ar brezhoneg. 1700 kilometrad o vont deus Kemper da Blougerne evit arc'hantaouiñ raktresoù e yezh ar vro. Evit 10 vloaz ar Redadeg o deus an aozerien dibabet kehentiñ gant ar re a ra an darvoud. Ur c'hlip ofisiel a zo bet savet neuze en-dro d'ar ganaouenn "Betek an trec'h". Pal kentañ ar c'hlip-mañ 'oa lakaat an dud kar d'ar brezhoneg da gemer-perzh... Setu soñj Kenan an Habask, kenurzhier ar video.

Klip ar Redadeg - Kenan an Habask

Skignañ ar c'hlip e pep lec'h

60 video 'zo bet degemeret, un digarez da lakaat neb a gar da gemer-perzh er c'hehentiñ ha n'eo ket o redek tra ken. Er bloaz-mañ eo bet dibabet micherelaat ha titouriñ ar rederien ar primañ posubl; ur skipailh gouestlet d'ar c'hehentiñ a heulio ar Redadeg a-hed an hentad. E-korf 10 vloaz eo aet ar binvioù teknologel war-raok ha "skignañ ar c'hlip e pep korn a zo un ostilh a-feson" eme Kenan an Habask, kenurzhier ar film.

Klip ar Redadeg - Kenan an Habask