E BREZHONEG | Tro Dro Dit, ur chadenn video e bro Kemperle
Tro Dro Dit, setu anv ur chadenn YouTube nevez savet gant Ti ar Vro Bro Kemperle. Pal ar chadenn eo sikour an dud troet war-zu ar brezhoneg da gaout blaz yezh Kerne ha Gwened izel.

Frouezh ur c'henlabour eo Tro Dro Dit etre ar stroll kevredigezhioù Ti ar Vro, Kuzul departamant Penn ar Bed ha Kemperle Kumuniezh. Ar videoioù a vez sevenet gant Trigone Production hag ar gevredigezh Fea. Fanny Chauffin, e penn ar raktres a gav dezhi eo Tro Dro Dit ur "seurt mekanig a vo tu implij gant an dud forzh peseurt oad, ha ma vo tizhet ar pal gant Kuzul departamant Penn ar Bed, liammañ ar remziadoù oad ha n'em gomprenont ket mat a-walc'h".
Treuzkas
Lakaat tud a rummadoù disheñvel da gejañ an eil gant egile, da zeskiñ an eil gant egile, sed aze unan deus palioù Tro Dro Dit, ouzhpenn kinnig ur chadenn video glok. "Un doare da dreuzkas danvez glad met ivez da lakaat da glevout sonioù disheñvel ha da lakaat brezhoneg bro Gerne war-wel" a embann Fanny Chauffin.
DA SELAOU | Pennad-kaoz gant Fanny Chauffin 1
Ur benveg bedagogel
Dre an istitloù e galleg hag e brezhoneg e c'hell neb a gar heuliañ ar video o kompren ar ster. An dud ha n'int ket brezhongerien a c'hell kompren neuze, hag ar vrezhonegerien a c'hell deskiñ lenn war un dro.
DA SELAOU | pennad-kaoz gant Fanny Chauffin 2