Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

E brezhoneg : visite guidée d'une exposition sur l'Afrique, malgré la fermeture des musées

-
Par , France Bleu Breizh Izel

La galerie d'art Comoedia, à Brest, propose en ce moment une exposition sur l'Afrique. 140 œuvres de 23 artistes, des Africains et des Bretons. L'un d'entre eux, le graveur landernéen Thomas Godin, anime des visites guidées en breton. La première, ce samedi, affichait complet.

A bep seurt oberennoù a zo diskouezhet e Comoedia e Brest.
A bep seurt oberennoù a zo diskouezhet e Comoedia e Brest. © Radio France - Léo Rozé

Arzoù Afrika a zo lakaet war wel dre un diskouezadeg e Brest er mare mañ. E palier arz Comoedia, e straed ar C'hastell e kreizker, e c'heller gwelet 140 oberenn a bep seurt, krouet gant 23 arzour, eus broioù Afrika hag eus Breizh. Serret eo ar sal evit poent, evel an holl virdioù. Met ur welladenn heñchet e brezhoneg a oa kinniget disadorn vintin. Tout ar plasoù a oa bet miret, dek den en-holl ablamour da reolennoù yec'hed.  

Un arzour eus Landerne evel heñcher

"Selloù disheñvel, teknikoù disheñvel a zo gant arzourien brudet. Livadurioù, pegerezh, a bep seurt traoù 'zo gant selloù disheñvel" a gont Thomas Godin, arzour engraver. Paotr Landerne en doa bet tro da vont da vro Benin, hag ul lodenn eus e labour a zo e-touez oberennoù an diskouezadeg-mañ. 

Aketus eo Hoël o selaou an heñcher peowgir e plij dezhi kalz an arzoù a-vremañ. Met ne aneveze ket ar re eus broioù Afrika betek-henn. "Sot on gant an arz nevez. Graet 'meus ur bern gweladennoù arz nevez, e-giz ar Biennale e Lyon, met n'em boa ket gwelet unan diwar-benn Afrika james. Hag ober se e brezhoneg ouzhpenn a zo dreistordinal !"

Un eil weladenn e fin miz Meurzh

N'oa ket plas a-walc'h evit tout an dud dedennet gant ar weladenn disadorn. Un eil abadenn, e brezhoneg adarre, a vo dalc'het a-benn ur miz, d'ar Sadorn 27 a viz Meurzh. Ma'z oc'h dedennet, deoc'h da c'hoût eo ret mirout ar plasoù war lec'hienn internet Comoedia.

Oberennoù arzoù a-vremañ a zo e Comoedia.
Oberennoù arzoù a-vremañ a zo e Comoedia. © Radio France - Léo Rozé
Choix de la station

À venir dansDanssecondess