Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Emañ ar Fest Jazz o klask 12.000 euro

mardi 11 septembre 2018 à 16:07 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

12.000 euro : setu ar sammad a vank e kef ar Fest Jazz, ar gouel aozet bep hañv, aozet abaoe pevarzek bloaz, e Kastell Nevez. Emañ neuze an aozerien o paouez reiñ lañs d'ur c'hrowdfunding.

Bep bloaz e teu ur bern tud betek Kastell Nevez evit selaou ouzh sonerezh jazz.
Bep bloaz e teu ur bern tud betek Kastell Nevez evit selaou ouzh sonerezh jazz. - Fest Jazz

Châteauneuf-du-Faou, France

Abaoe un toullad bloavezhioù e ra glav da vare ar Fest Jazz, e fin miz gouhere. Ha brasoc'h brasañ eo deuet an toull e-barzh ar c'hef da vezañ. "Aze e klaskomp daouzek mil euro, eme Angelina Beauvir, prezidantez ar gevredigezh aozet ganti ar festival sonerezh jazz. Ezhomm hon nije muioc'h peogwir hon oa raktresoù met dija evit stankañ an toull e vefe brav rastellat daouzek mil euro." 

Rastellet zo bet daou vil euro evit poent war al lec'hienn helloasso. Tu zo kas ivez ar chekennoù d'ar gevredigezh e Kastell Nevez. 

Soutennet eo ar skipailh gant un toullad arzourien

Ha soutennet eo skipailh ar Fest Jazz gant un toullad sonerien. "Graet hon eus ur galv, gant ur video hag hon eus bet un neubeud respontoù gant un neubeud strolladoù a oa deuet e-pad an hañv", a gendalc'h Angelina Beauvir.   

N'eo ket bet dibabet c'hoazh dervezhioù ar gouel o tont. "Ar pal a zo dija rastellat an arc'hant dindan daou viz, hag ur wech ma vo bet gwellet an dra-se e vo kemeret an divizoù, pegoulz, pelec'h, hag all."