Emañ an dresadenn vev "Valerian ha Laureline" o vezañ advouezhiet
vendredi 7 juillet 2017 à 14:05
A-benn fin ar miz e teuio er maez "Valerian", film diwezhañ Luc Besson. Tennet eo eus ur vandennad treset ha savet e oa bet ivez tresadennoù-bev. Ha d'ar mare-mañ emañ Dizale oc'h advouezhiañ an heuliad-mañ evit ar vugale.

Bretagne, France
E studio nevez-flamm dizale e Kemper ez eus un toullad tud o labourat. Gant daou baotr a-dreñv an teknik vez enrollet ar sonioù. Ha daou zen all a sell aketus ar skramm a-raok kaozeal er mikro. Aziliz Bourges a zo Laureline. Ha Tangi Merien a zo haroz an heuliad, Valerian.
"Valerian eo un dudenn a za dre an egor da veajiñ evit saveteiñ ar bed", a zispleg Tangi a zo plijet da advouezhiañ ar paotr yaouank.
"Film Luc Besson a zegaso brud d'ar rummad" Lors Cavennec
Trizek den a zo o labourat e-pad nav dervez war Valerian. Ha n'eo ket dre zegouezh eo bet dibabet advouezhiañ d'ar mare-mañ. "Atav eo plijus bezañ stag ouzh ar pezh a dremen tro dro. Da lavaret eo pa teuio maez film Luc Besson, e fin ar miz, e zegaso un tamm brud d'ar rummad", a zispleg Lors Cavennec, a labour e Dizale.
D'ar c'hwec'h warn ugent e teuio film Luc Besson er maezh. Ha ret e vo gortoz miz gwengolo a-raok gwellet an dresadenn-vev advouezhiet war Brezhoweb.
Selaouit ar reportaj diwar-benn an dresadenn-vev "Valerian".