Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

EN BRETON | Jeanne Added et Etienne de Crécy pour l'ouverture de Sew à Morlaix

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Le collectif Wart a annoncé les noms des premiers artistes qui se produiront dans la toute nouvelle salle Sew, à la Manufacture des Tabacs de Morlaix. Etienne de Crécy, Jeanne Added, et des concerts en extérieur pour respecter les gestes barrière : on fait le point avec Julien Marzin de Wart.

Embannet eo bet gant Wart anvioù an arzourien a vo o seniñ e sal Sew hag e porzh ar Manu e Montroulez
Embannet eo bet gant Wart anvioù an arzourien a vo o seniñ e sal Sew hag e porzh ar Manu e Montroulez - Capture d'écran Facebook

Tost echu eo al labourioù e Manu Montroulez evit al lodenn "Sew". Ar greizenn lies-sevenadurel, staliet en ul lodenn eus savadurioù kozh an uzin butun, e Kae Leon, a zigoro a-benn fin ar miz, gant abadennoù sonerezh a-vremañ.

Salamandre, Entresort ha Wart a ra Sew Montroulez

Amañ e vo kavet ur sinema (gant ar Salamandre), ur greizenn evit ar c'hoariva (Entresort), ul levraoueg, met ivez ur sal evit an abadennoù sonerezh, meret gant Wart, ar re a ra war-dro ar gouel Panoramas. 

Embannet ez eus bet anvioù an arzourien gentañ a vo o c'hoari war leurenn Sew. En o zouez Jeanne Added, e miz Gwengolo, met ivez Etienne de Crécy, e fin miz Eost, evit abadennoù a vo dalc'het er maez, er porzh, evit doujañ ouzh ar reolennoù da geñver ar c'horonavirus. Muioc'h a ditouroù gant Julien Marzin, ken-brezidant Wart.

Julien Marzin, ken-brezidant Wart a gont deomp penaos e vo an traoù e Sew

Abalamour d'ar Govid-19 e vo nebeutoc'h a blasoù eget pezh a oa raktreset er penn kentañ evit an abadennoù o tont, ha dav eo rak-prenañ an tikedou war lec'hienn Sew. Ha ma vez nullet abadennoù zo abalamour d'an epidemiezh e vo restaolet an arc'hant deoc'h a embann Wart.

Listenn an arzourien a vo o seniñ e Sew e Montroulez
Listenn an arzourien a vo o seniñ e Sew e Montroulez - Capture d'écran Facebook - Wart
Choix de la station

À venir dansDanssecondess