- Accueil
- Bretagne
- Finistère
- Infos
- Culture - Loisirs
- EN BRETON | Plijadur a zo e festoù-noz Gouelioù Meur Kerne !
EN BRETON | Plijadur a zo e festoù-noz Gouelioù Meur Kerne !
Ouzhpenn ar sonadegoù bras, ar stalioù a-bep-seurt, ez eus deus emgavioù bras bep noz dirak iliz-veur Kemper : festoù noz Gouelioù Meur Kerne.

Dibaoe 96 vloaz e vez deus Gouelioù Meur Kerne e Kemper ha bep bloaz e teu milieroù a dud da wel' an arvestoù, ar sonadegoù, pe c'hoazh an dibunadeg vras d'ar Sul. Un emgav a-bouez all eo ar festoù-noz a zo dalc'het war blasenn Sant Kaorintin, dirak an iliz-veur, bep noz.
Laouen ar ganerien ha kanerezed...
Deskiñ dañsoù ar vro a c'heller ober war an deiz e Gouelioù Meur Kerne, ha pa za an heol da guzh e vez leun-chouk an deltenn vras, ha strakal a ra ar planchod. Dimeurzh da noz e oa an daouad Le Corre - Fustec war al leurenn ha war a seblant o deus bet ar ganerezed kement a blijadur hag an dañsourien.
Dañsal 'ra an dud ! N'ouzon ket hag-eñ 'zo touristed kalz, met dañsal 'reont !
_"Brav eo bezañ e Kemper e-kichen an iliz-veur"_ eme Marie-Laurence Fustec ha ne oa ket deuet da ganañ e Gouelioù Meur Kemper dibaoe ur pemzek vloaz. "Dañsal 'ra an dud ! N'ouzon ket hag-eñ 'zo touristed kalz, met dañsal 'reont !"
...hag an dud er sal ivez !
Marie-Claire a zo boaz da zont da zañsal e festoù-noz Gouelioù meur Kerne. "Ar muzik 'zo brav, tout an dud 'zo plijet da vezañ amañ " emezi. A-du penn da benn eo he mignonez Jenovefa laouen da welet ez eus "leun a dud o tañsal".
"Sapre sonerien a zo !"
Dont 'ra Gwen ivez "bep bloaz, bep noz, a-hed ar sizhunvezh !" Ar pezh plij dezhi ar muiañ eo ar meskaj tud. "Tud yaouank, tud kozh, tud a bep seurt, tud a oar dañsal, tud n'int ket gouest d'ober met n'eo ket grevus, tampir evit ar re a zo o c'hrozmolat, ret eo ober ! Ha gwir eo, sapre sonerien a zo ivez !"
Roll ar festoù-noz e Gouelioù Meur Kerne
plasenn Sant Kaorintin - 8e noz - digoust - an titour da gaout amañ
- Merc'her 24 a viz Gouere : Taouarh, Kendirvi, Gloaguen / Le Fur, Ebrel / Dabo
- Yaou 25 a viz Gouere : Hopadenn, Gwenfol, Roblin / Evain / Badeau, Jaffré / Landeau
- Gwener 26 a viz Gouere : Iris ha Papaotred, Titom, Nikosyz & Zencool, Lâret-Hi
- Sadorn 27 a viz Gouere : Cyber fest-noz : Ampouailh, 'Ndiaz + den pedet, Talec Noguet Quartet, Bagad Kemper, Noon
- Sul 28 a viz Gouere : Ourawen, Eben, Edgar Trio, Drask, Beat Bouet Trio
Finistère : l'info en continu
Finistère : les plus consultés
Amarres coupées, insultes échangées : des tensions entre des habitants de l'Île de Sein et la Penn-ar-Bed
France Bleu Breizh IzelBrest : une enquête ouverte après la mort d'une adolescente de 11 ans à l'hôpital lors d'une opération du dos
France Bleu Breizh IzelDans le Finistère, Océane Normand veut changer l'image de la chasse
France Bleu Breizh Izel