Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Dossier : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

EN BRETON | Une nouvelle formation pour enrichir la création de chansons et poésies en langue bretonne

-
Par , France Bleu

Elle s'adresse aux artistes bretonnants qui souhaitent enrichir leur connaissance de la langue. L'idée des organisateurs est de soutenir la création artistique pour renouveler le répertoire traditionnel, notamment en Kan ha diskan.

Nolwenn Korbell ha skipailh Fin ar Bed o filmañ eil koulzad an heuliad
Nolwenn Korbell ha skipailh Fin ar Bed o filmañ eil koulzad an heuliad © Radio France - Tudi Crequer

Ur stummadur micherel eo evit ar ganerien hag ar c'hanerezed war an tem-mañ : "Penaos pinvidikaat ar skritur, ar varzhoniezh hag ar c'han". Ar pal eo klask krouiñ kanaouennoù, paozioù nevez, e brezhoneg evit ar c'hanaouennoù a vez lakaet e hengounel evel ar c'han ha diskan. Kinniget eo gant Emglev Bro Douarnenez, hag e vo dalc'het adalek an 30 a viz Du e-pad tri devezh. Met digor eo an enskrivadurioù dija.

Klask neveziñ ar c'han ha diskan

"A-benn ar fin hon eus soñjet ha merzhet, pezh a vez lâret gant aktourien sonerezh Breizh alies mat, e vez kalzig traoù krouet e brezhoneg e-barzh sonerezhioù mod nevez. Met e-barzh ar c'han ha diskan e vez kavet alies mat er festoù-noz kanaouennoù eus an XIXvet, XXvet kantvet", eme Maxime Touze, ezel eus kuzul merañ Emglev Bro Douarnenez.

Klasket e vo krouiñ kanaouennoù hengounel mod nevez a zispleg Maxime Touze eus Emglev Bro Douarnenez

Arzourien brudet e-touez ar stummerien

Se zo kaoz e fell d'ar pennoù sardin mont pelloc'h ha klask sikour ar re a grou. Tri arzour a raio war-dro ar stummadur-mañ hag a bado tri devezh : Nolwenn Korbell, Laurent Cavalé ha Christophe Le Menn

"Evideomp-ni 'oa ur seurt paradoxe : Perak evit ar c'han ha diskan ne vije ket kanaouennoù nevez ? Pa soñjer e vezont liammet alies mat gant fedoù gwir, petra a zo bet c'hoarvezet e-barzh buhez an dud. En hor mare ivez e c'hoarvez a bep seurt traoù ! Peadra a vije da gontañ diwar-benn Breizh, ar Vretoned pe memes ar bed a-bezh." 

Gallout a reer kavout an holl ditour diwar benn ar stummadur war ar bajenn internet mañ.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess