Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Festival Kleg' : En Arwen, en arvar

mardi 28 août 2018 à 15:26 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Un toull a zo e-barzh kef ar gevredigezh En Arwen. Aozet e vez bep ploaz ganti festival Kleg'. Ur gouel brudet mat abaoe 33 bloaz. Siwazh, ar bloaz-mañ e vank 60 000 euro d'ar gevredigezh.

"Spi" a zo memestra gant an aozerien dont a-benn da aozañ ur gouel e 2019
"Spi" a zo memestra gant an aozerien dont a-benn da aozañ ur gouel e 2019 - Facebook En Arwen

Cléguérec, France

"Un tammig dipitet on" eme Jennifer Blanc, unan deus aozerien festival Kleg'. "Kollet hon eus 60.000 euro ar bloaz-mañ." Re neubeut a dud a zo deuet ar bloaz-mañ. "Kroget e oa mat an traoù gant 1040 den d'ar Sadorn met ne oa ket bet trawalc'h d'ar Sul ha d'al Lun..."  Ar bloaz-mañ e oa bet pedet strolladoù e-leiz : Jabberwocky, La Yegros, Spontus, Krismenn et Alem, Hamon Martin Quintet...

"Kollet hon eus 60.000 euro ar bloaz-mañ"  

Aozet e vo ur fest-noz skoazell d'an 8 a viz Gwengolo evit klask rastellat arc'hant a-benn saveteiñ ar gouel. "Ampouailh, War raok, hag all... ur bern sonerien o deus c'hoant sikour ac'hanomp !" Savet e vo ivez ur galv arc'hant war kengo.bzh adalek ar 15 a viz Gwengolo. Marteze awalc'h e vo darvoudoù all c'hoazh a-benn neubeut.   

Prederiañ war an dazont  

"Klask a reomp kompren perak ne z'eus ket bet awalc'h a arvesterien." Marteze ez eus bet "re a cheñchamantoù evit tud ar vro" emezi. Ma teu ar gevredigezh a-benn da rastellaat awalc'h a arc'hant evit leuniañ an toull e vo "marteze aozet ur gouel tostoc'h deus spered an dud, tud ar vro, tud Klegereg". Chom a ra, kousto pe gousto, mennet ha leun ar startijenn skipailh En Arwen hervez Jennifer Blanc. "Kalz startijenn a zo ganeomp, euruzamant !"