Culture – Loisirs

Filmoù René Vautier n'int ket marvet

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel lundi 4 janvier 2016 à 20:52

Ar saver filmoù René Vautier
Ar saver filmoù René Vautier © Maxppp

Ur bloaz zo ez ae da Anaon René Vautier... Ar saver filmoù, a orin eus Breizh, en deus laosket deomp meur a film, evel "avoir vingt ans dans les Aures", pe "Marée noire, colère rouge". Lod eus e filmoù berr a vez lakaet da dremen evit rentañ enor dezhañ, e mediaoueg Fouesn.

D'ar 4 a viz Genver 2015 eo marv René Vautier. Oadet e oa a 86 bloaz. E-pad e vuhez a-bezh en doa savet e-kichen ar re a oa o stourm : e-pad an eil brezel-bed, er rezistañs, ha war-lerc'h gant e filmoù. Brudet e oa bet gant "Avoir 20 ans dans les Aurès", ur film diwar-benn Brezel Aljeri, e 1972, gounezet gantañ ur priz e Cannes. Met savet en deus ur bern filmoù all, atav war ar re a stourm, evel "Marée noire, Colère Rouge", pe "Afrique 50", hag ivez filmoù berr, hag a vez skignet c'hoazh e lec'hioù zo.

Deuet e oa da Vrest e 1950

Ur film zo a zo anavezet, daoust ma ne chom eilad ebet anezhañ : "Un homme est mort". Istor ar film-se a vez kontet e-barzh ur vanenn-dreset savet gant Kris, hag a vo embannet e brezhoneg a-benn nebeut gant Nadoz-Vor Embannadurioù. Deuet e oa René Vautier da Vrest diwar goulenn ar CGT, e 1950, evit kontañ istor Edouard Mazé, marvet e-pad un harz-labour bras a oa gant ar vicherourerien oc'h adsevel ar gêr goude ar brezel. E-pad ur vanifestadeg en doa tapet an oberour un tenn eus ar polis.

Un den zo marvet, un arouez eus buhez René Vautier

Evit Jeremi Kostiou, a zo e penn Nadoz-Vor Embannadurioù, eo an istor-se un arouez eus filmoù René Vautier. "Plijout a rae dezhañ lakaat war-wel istoriou an emsav hag ar stourmou sokial er bed a-bez, hag e Breizh, evit gwirioù mab-den."

Rentet e vo enor d'ar realizatour, d'ar 5 a viz Genver, gant mediaoueg Fouesn. Lakaet e vo filmoù berr savet gantañ da dremen. Aze e vo ivez Nicole ha Felix Le Garrec, hag o doa labouret gantañ, hag ivez Kris, an treser bannoù savet gantañ ar vanenn -dreset "Un den zo marvet".