Culture – Loisirs

Tiny ha Tall : ur c'hoari video nevez e brezhoneg !

Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel vendredi 25 septembre 2015 à 20:34

Gleipnir
Gleipnir - Antoine Piers

Ur raktres sevel ur c'hoari internet nevez a zo. Bez e vo troet e brezhoneg ivez. Mankout a ra un tammig arc'hant evit kas a-benn ar raktres-se.

U raktres c'hoari video a zo kaset a-benn gant ur paotr yaouank eus Naoned. Antoine Piers e anv. Echuet en doa e studioù e miz Even tremenet ha kroget en doa da dresañ ur vandenn-treset anvet "Tiny ha Tall". Buan awalc'h e oa bet savet ar soñj gantañ sevel ur c'hoari video. Goulennet e n'oa neuze da Hoël Mahe, ur mignon dezhañ, treiñ ar c'hoari-se e saozneg hag e brezhoneg.

Ur c'hoari video e "point'n'click" eo ar c'hoari-se. Da lavaret eo e vez c'hoariet nemet gant logodenn an urzhiaterez. Setu ur video bihan evit dizoloiñ ar raktres-se : 

Evit poent e vank un tammig arc'hant. Goulenn a ra neuze Antoine Piers e vefe roet ur skoed bennak gant pep hini evit ma vefe "gouest da labourat e-pad c'hwec'h miz" eme Hoël Mahe. Setu m'o peus c'hoant c'hwi ivez skoazellañ anezhañ kit war al lec'hienn-mañ : https://www.kickstarter.com/projects/pins/tiny-and-tall-gleipnir

"Gleipnir ha Tall" - Hoel Mahe e karg eus an droidigezh

Troet e oa bet ur c'hoari video all, 'Freecol", e brezhoneg gant Ofis Publik ar Brezhoneg. Pellgargit anezhañ amañ.