Culture – Loisirs

Gouloù Lokorn : ur sizhunvezh c'hoazh !

Par Nolwenn Quioc, France Bleu Breizh Izel mardi 5 janvier 2016 à 20:17

150 000 den a zo deuet da weladenniñ Lokorn dindan ar gouloù
150 000 den a zo deuet da weladenniñ Lokorn dindan ar gouloù © Radio France - Leila Mechaouri

Kant hanter-kant mil den a zo deuet betek Lokorn e miz Kerzu, evit gweladenniñ marc'had Nedeleg hag ar gumun dindan ar gouloù brav... Berzh a ra c'hoazh ar bloaz-mañ, ha kenderc'hel a raio da vezañ sklerijennet ar gêr betek disul.

50 000 den ouzhpenn ar bloaz-mañ

100 000 den a oa deuet da Lokorn ar bloaz paseet da vare Nedeleg. Ar bloaz-mañ ez eus deuet 50 000 den ouzhpenn da weladenniñ ar marc'had Nedeleg, met ivez ar gouloù : pemp kilometrad a c'harlantezioù o kinklañ savadurioù ar c'hreizh-kêr.

Hag evit degemer an dud deuet da welout ar gouloù ez eus bet ur bern tud a-youl vat. En o zouez e oa Lukian Kergoat, o chom e Lokorn. Plijet-tre eo bet gant an doare m'eo bet aozet an traoù. "Diouzh noz, gant ar sklerijenn eo ur bed all, Lokorn. Evel ma'z afec'h e barzh ur seurt kraou Nedeleg bras" emezañ.

En em gavout asambles, an eil tost ouzh egile

Hag evit Lukian Kergoat e oa pouezus e vefe eus gouloù Lokorn, goude ur bloavezh a zo bet skrijus-tre. "An dud o deus bet c'hoant d'en em gavout an eil tost ouzh egile, ha da ziskouez n'o doa ket aon." Ret eo bet neuze aozañ mat an traoù, dreist-holl evit na vefe ket re a girri parket war an hentoù. "A-wechoù eo bet diaes a-walc'h d'an dud kaout plas evit lakaat o oto. Setu eo bet ret d'an dud mont da barkañ e parkeier".

Betek fin ar sizhun

Ha divizet eo bet gant an ti-kêr e vo astennet ar mare ma vo sklêrijennet ar gêr, evel ar bloaz paseet. Ma n'oc'h ket bet da welout ar gouleier e vint aze betek ar Sul 10 a viz Genver. Echu eo avat gant marc'had Nedeleg.