Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Ha c'hoant ho peus rakprenañ al levr treset diwar-benn Anjela Duval ?

lundi 11 juin 2018 à 18:21 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

A-benn an diskar-amzer e teuio er-maez ar vandenn-treset "Anjela" diwar-benn buhez Anjela Duval, barzhez bro Dreger. Tu zo dija rakprenañ dija al levr grafek.

Gant Christelle Le Guen zo bet ijinet ha treset istor Anjela
Gant Christelle Le Guen zo bet ijinet ha treset istor Anjela - Christelle Le Guen

Bretagne, France

Kant pajennad tresadennoù brav en ul levr grafek, brezhoneg en un tu, galleg en tu all. Anjela Duval a oa tost he c'halon ouzh Breizh he bro, ouzh ar beizanted hag o mod da vevañ, ouzh he yezh. Ha setu pezh hon o tro da zizoloiñ a-benn nebeut. Ur roman grafek a deuio er-maez en diskar-amzer.  

Studiet eo bet buhez ar varzhez gant Christelle Le Guen, a-raok kregiñ da dresañ. Heuliet eo bet he labour gant Gildas Le Buhé, maketennour al levr. "Tout ar c'homzioù a vo lennet el levr a zo bet lavaret gant Anjela Duval", a zispleg Gildas. Studiet eo bet pizh neuze gant Christelle Le Guen "levrioù skrivet war Anjela, lizhiri, hag ur film a zo bet savet war he buhez".

Ezhomm zo arc'hant evit moullañ al levr

Da heul an tresadennoù vo kavet ivez lizhiri kaset gant Anjela, pennadoù kaoz ha tammoù deus he barzhonegoù. Tost echu eo ar romant grafek :  "Ret eo deomp lenn hag adlenn evit difaziañ ar vioù-koukoug !" 

Gant ar gevredigezh Mignoned Anjela oa bet kinniget ar raktres levr. Klask a ra bremañ  lakaat an dud da rakprenañ ar vandenn-treset, "evit ma vefe arc'hant da voullañ al levr", eme Gildas Le Buhé.

Tu zo rakprenañ ar romant grafek en ur vont war al lec'hienn Ulule. Tu zo ivez kas ur goulenn rakprenañ hag ur chekenn d'ar gevredigezh Mignoned Anjela.