Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Kalz a dud e Troveni e Lokorn

-
Par , France Bleu Breizh Izel

N’ez eus diouti nemet bep c’hwec’h vloaz met bewech e tesach leizh a dud. Troveni Lokorn, unan deus brasañ pardonioù Breizh, a zegemer baleerien betek ar sul 21añ a viz Gouere.

Degadoù a gabanennoù a vez kavet a-hed an hent. Pep hini a ginnig ur sant.
Degadoù a gabanennoù a vez kavet a-hed an hent. Pep hini a ginnig ur sant. © Radio France - Melena Helias

Locronan, France

Abaoe disul ez eus ur bern tud e Lokorn. Baleerien deus ar vro ha deus lec’hioù all a zo deuet da bourmen er gêriadenn ma ‘zo 800 den o chom evit unan deus brasañ pardonioù Breizh. 

Bep c’hwec’h vloaz e vez aozet an darvoud-mañ. A-hed ar sizhun e teu tud da vale 12 kilometr

Hervez Marie-Renée (e kreiz) eo an Droveni « un hengoun kozh hag a gendalc’ho bepred ».  A youl-vat eo hi er gabanenn e lec’h m’emañ telwenn Sant-Erwan. Gant he nizez e labour a bep eil. - Radio France
Hervez Marie-Renée (e kreiz) eo an Droveni « un hengoun kozh hag a gendalc’ho bepred ». A youl-vat eo hi er gabanenn e lec’h m’emañ telwenn Sant-Erwan. Gant he nizez e labour a bep eil. © Radio France - Melena Helias

O unan pe a-stroll e teu an dud da zizoleiñ gweledvaoù a-bep-seurt. Tro o deus da dreuziñ plaenenn ar Porze pe c’hoazh menez ar Prieure ha da vale e lec’hioù ha n’int ket digor d’an holl peurest ar bloaz. 

"E giz va mamm gwechall"

Ganet eo Jacqueline e Lanveog hag e Coutances (Normandie) emañ o chom. Ar bloaz-mañ he deus gellet dont d’an Droveni. « C’hoant bras em oa d’ober an Droveni met etre al labour hag ar vugale eo start… Met ar bloaz-mañ em eus gellet dont a-benn ar fin. Plijet-tre on. Ouzhpenn-se e welan tud gant dilhad hengounel, e-giz va mamm gwechall… » 

Gweladennet kalz eo Lokorn da vare an Droveni vras. Met abaoe m’eo bet tapet gant ar gêriadenn an eil plas en abadenn « le Village préféré des Français » e 2013, e vez kalz muioc’h a dud dre vras. - Radio France
Gweladennet kalz eo Lokorn da vare an Droveni vras. Met abaoe m’eo bet tapet gant ar gêriadenn an eil plas en abadenn « le Village préféré des Français » e 2013, e vez kalz muioc’h a dud dre vras. © Radio France - Melena Helias

Pep hini a gav plijadur evit abegoù disheñvel. Unnek vloaz eo Théo, deuet eo gant e familh deus Kemper. « Brav-tre e kavan. Gellout a reer dizoleiñ ar gabanennoù hag ar santoù. »

Kalzig a zo deuet evit ar blijadur da vale hag da welet lec’hioù brav. « Gwelloc’h e kavomp dont amañ e-kerzh ar sizhun hag ober ar bourmenadenn en ur mod laïk, eme Marie-Annick. E-pad ar valeadenn relijiel e vez re a dud, pilpasañ a reer… Ni a gav plijusoc’h bale gant hol lusk. »

"Un amprouenn evit ar spered hag evit ar c’horf"

Met lod a zo deuet evit abegoù speredel. E giz Ernesto, ganet en Nicaragua hag o chom e Douarnenez abaoe pell. « En em zizoleiñ a reer, emezañ. Un amprouenn eo evit ar spered met evit ar c’horf ivez. »

Un afer a dreuzkas eo an Droveni dreist-holl. E karg emañ Marie-Renée deus kabanenn telwenn Sant-Erwan. « Un hengoun kozh eo hag a gendalc’ho. Treuzkaset eo bet a familh da familh. »

"Klask a reer mirout ouzh tout ar pezh a zo bet graet gant ar gerent hag an dud-kozh" a zispleg Dani, ur vaouez deus Lokorn e karg deus ar gabanenn e lec’h m’emañ telwenn Santez Varc’harid. - Radio France
"Klask a reer mirout ouzh tout ar pezh a zo bet graet gant ar gerent hag an dud-kozh" a zispleg Dani, ur vaouez deus Lokorn e karg deus ar gabanenn e lec’h m’emañ telwenn Santez Varc’harid. © Radio France - Melena Helias

Un ali rannet gant Dani, ur vaouez deus Lokorn. « Gouzout a rit, p’o deus graet ho tud hag ho tud-kozh war-dro traoù e mod-se e klasker mirout tout ar pezh o deus graet. » 

Bep bloaz e vez eus an Droveni vihan. An Droveni vras padal, ne vez aozet nemet bep c'hwec'h vloaz. - Radio France
Bep bloaz e vez eus an Droveni vihan. An Droveni vras padal, ne vez aozet nemet bep c'hwec'h vloaz. © Radio France - Melena Helias
Choix de la station

France Bleu