Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Kanaouenn ofisiel ar Redadeg : dañset e vo ar salsa war hentoù Breizh !

lundi 2 octobre 2017 à 16:43 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Embannet 'neus skipailh ar Redadeg kanaouenn ofisiel an darvoud evit 2018. Aet eo ar maout gant ar strollad Penn Salsardin. Un ton salsa kanet gant merc'hed. Ret eo deskiñ ar pozioù bremañ !

Merc'hed Salsardin oc'h enrollañ ar ganaouenn "Betek an trec'h".
Merc'hed Salsardin oc'h enrollañ ar ganaouenn "Betek an trec'h". - Ar Redadeg

"Deus 'ta frei kozh da hej da vro. Gwisk da dicheurt ha tap da dro. Mil eizh-kant gwech 'bep eil yelo. Kozh ha yaouank da ziskano : War-sav 'vit kas war-raok hor yezh. Taol da bouez-mouezh war ar pavez. Kasomp an test uhel ar vrec'h. Betek an trec'h !" Setu diskan ar ganaouenn "Betek an trec'h", bet enrollet gant ar strollad Penn Salsardin.

Embannet zo bet d'al lun 2 a viz Here disoc'h ar votadeg evit dibab kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2018. Embannet e oa bet o soñj gant 3.000 den. "Aet eo ar maout gant Penn Salsardin gant 40% eus ar mouezhioù, eme Tifenn, e-karg eus diorenn Ar Redadeg. Ne oa ket pell war lec'h ar strollad Arvest."

"Betek an trec'h" : gêr-stur Che Guevara

"Betek an trec'h" oa gêr-stur Che Guevara, neus displeget merc'hed Penn Salsardin. Er strollad-se emañ Marine Lavigne, Sterenn Le Guillou hag Aude Moalic o kanañ "ha bez zo kalz sonerien e-barzh ar jeu ivez", a gendalc'h Tifenn.

Un tamm eus "Betek an trec'h" gant ar strollad Penn Salsardin, kanaouenn ofisiel ar Redadeg 2018.

Tem ar ganaouenn a zo lakaat war wel ar brezhoneg evit derc'hel anezhañ war en e zav hag ivez redek evit treuskas bastez ar yezh.

Deoc'h c'hwi da zeskiñ ar pozioù

Roet e vo lañs d'ar Redadeg d'ar 4 a viz Mae. Un neubeud mizioù a chom deoc'h neuze evit deskiñ ar pozioù ! Kavet e vo anezho ganeoc'h war lec'hienn Ar Redadeg pe amañ dindan !