Passer au contenu

Le média
de la vie locale

Publicité
Logo France Bleu

Koronavirus : Stalioù ar vro o deus ezhomm sikour

Par

Gant an enkadenn e vevomp hiziv abalamour d'ar c'horonavirus ez eus ur bern stalioù serret amañ e Breizh evel un tamm e pep lec'h er bed a-bezh. En arvar e vo lod dioute ma ne sikouromp ket anezhe. Graet zo bet ur galv, da skouer gant Marijo Mellouet e penn ar stal levrioù Penn da Benn e Kemperle.

Ar stal-levrioù Penn da Benn staliet e Kemperle Ar stal-levrioù Penn da Benn staliet e Kemperle
Ar stal-levrioù Penn da Benn staliet e Kemperle - D.R

Penaos e vez graet gant stalioù ar vro evit tremen ar prantad diaes-mañ hag an enkadenn deuet gant ar c'horonavirus ? Skoazell o deus ezhomm evel da skouer ar stal levrioù Penn da Benn e Kemperle . Goulenn a ra perc'hennez an ti, Marijo Mellouet, e vefe soutennet he stal o rakprenañ levrioù pe traoù a vez gwerzhet du-se. Gallout a rit prenañ ivez skridoù-prenañ da zispign goude ar "prantad kenfinañ". Ar pal eviti eo savetiñ he embregerezh evel-just met ivez mirout ul liamm gant he fratikoù. Ezel eo Penn da Benn eus Kenstroll a vod stalioù levrioù tomm o c'halon eus sevenadur Breizh.

Publicité
Logo France Bleu

Evit gouzout hiroc'h e c'hellit selaou amañ dindan ar pennad-kaoz gant Marijo Mellouet.

loading

Evit mont e darempred gant ar stal levrioù Penn da Benn : 34 plasenn Sant-Mikael e Kemperle : 02.98.39.13.04 pe penndabenn@wanadoo.fr

Ma France : Économies d’énergie

Hausse généralisée du coût de la vie, risque de pénurie d’électricité ou de gaz, phénomènes climatiques extrêmes : ces crises bouleversent nos quotidiens, transforment nos modes de vie, nous poussent à dessiner les contours d’horizons nouveaux. Pour répondre à ces défis, France Bleu et Make.org lancent une grande consultation citoyenne autour des économies d’énergie. Prenez position sur ces solutions & proposez les vôtres !

Publicité
Logo France Bleu