Culture – Loisirs

Ne vo kinniget nemet ur c'hamp d'ar vugale e-pad vakañsoù an Hollsent

Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel mardi 13 octobre 2015 à 21:18

Labourat a ra Katell Chantreau en Ubapar.
Labourat a ra Katell Chantreau en Ubapar. © Radio France - Pauline Kerscaven

Kinniget e oa pemp kamp vakañsoù e brezhoneg da vare vakañskoù an Hollsent. Met n'eus ket bet a-walac'h a enskrivadurioù. Setu perak zo bet dibabet nullañ pevar kamp gant an Ubapar. Ret e vo d'ar gerent ober gwelloc'h evit ar c'hampoù o tont !

Ne vo nemet ur c'hamp, e Tremargard, evit ar vugale ar sizhun o tont, da vare vakañsoù an Hollsent ! Padal e oa kinniget pemp gant kevredigezhoù an Ubapar. Nullet zo bet pevar rak ne oa ket bet resevet a-walac'h a enskrivadurioù gant ar c'hevredigezhoù. 

"Muioc'h muiañ e wellomp penaos eo techet ar familhoù d'en em aozañ diwezhat tre evit ar vakañsoù, eme Katell Chantreau, a labour en Ubapar. A-wechoù e wellomp kerent oc'h enskrivañ ar vugale an deiz a-raok ma grogfe ar c'hamp !" 

"A-wechoù eo gwelloc'h nullañ ur c'hamp eget tutañ ur skipailh ha lavar d'an dud n'eus ket a-walac'h a vugale" Katell Chantreau, Ubapar

Met n'hall ket ur c'hamp bezañ aozet ur sizhun a-raok ! "Aozañ ur c'hamp a dalv, a wechoù mirout ul lojeiz, rakpeañ anezhañ. Ret eo deomp tutañ skipailhoù ivez. Ha pempzektez a-raok, ma ne ouaromp ket pet den a zo ret tutañ, eo diaes. A-wechoù e kav gwelloc'h an aozerien nullañ ar c'hamp eget tutañ ur skipailh ha lavar dezho n'eus ket a-walac'h a vugale."

Ne vo nemet ur c'hamp e Tremargad.  - Aucun(e)
Ne vo nemet ur c'hamp e Tremargad. - Ubapar


Penaos ober evit ma ne vefe ket nullet ken ar c'hampoù vakañsoù ?

Setu, penaos ober evit ma ne vefe ket nullet ken ar c'hampoù vakañsoù ? Klask a ra Katell Chantreau kaozeal muioc'h gant ar gerent, ha "displegañ dezho penaos e vez aozet ur c'hamp". Ul labour a zo d'ober ivez war zu ar c'hientiñ. "Embannet e vez ganeomp ul levrig, gant an holl devezhioù kamp, e miz Meurzh. Erruet e vakañsoù an Hollsent, eo e poubellen ar gerent ! Muioc'h a vruderezh a vo graet ganeomp, da vare an distro-skol !" eme plac'h an Ubapar. 

Ne vo kamp vakañsoù ebet da vare Nedeleg. Adkroget e vo gant ar c'hampoù adalek miz C'hwevrer. "Ar gwellañ eo enskrivañ ar vugale teir sizhun pe ur miz a-raok. Se zo dreist evit an aozerien , konditionoù mat evit ober ul labour a-feson !"   

Chom a ra un neubeud plasoù e kamp Tremargard. Setu, kit e darempred buan gant an Ubapar ma z'oc'h dedennet ! 

Reportaj Pauline Kerscaven gant Katell Chantreau.