Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Plasoù a chom evit ar c'hampoù vakañsoù

mardi 5 juin 2018 à 17:48 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Un hanter-kant bennak a c'hampoù vakañsoù a vo aozet e-pad an hañv. Ouzhpenn pemp kant enskrivadur a zo bet resevet gant an Ubapar. Met chom a ra plasoù ha poent bras lakaat anvioù ar vugale !

Bep bloaz e vez aozet un toullad kampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg.
Bep bloaz e vez aozet un toullad kampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg. - An Oaled

Bretagne, France

"Pemp kant tregont enskrivadur hon eus resevet evit poent", eme Maëlle Ausias, a labour en Ubapar, an aozadur a ra war dro ar c'hampoù vakañsoù e brezhoneg hag e gallaoueg. Ha spi 'neus ar vaouez e vo seizh kant e fin ar miz.  

Un hanter-kant bennak a c'hampoù a zo aozet un tammig e-pep lec'h e Breizh e-pad an hañv. "Ha lod a zo leun dija, a zispleg Maëlle. Evel Yakari hag ar poneed : ar blockbuster !" 

Met chom a ra plasoù e reoù all. Da skouer ? "Ur c'hamp velo etre Rosko ha Konk Kerne evit ar grennarded, pe ur c'hamp war ar skiantoù e Plijidi."   

Ur c'hamp nevez war dro ar c'hezeg e bro An Oriant  

Pemp enskrivadur hepken a zo bet resevet evit ar c'hamp nevez en Henbont. Ur c'hamp "tro dro d'ar c'hezeg eo", a gont Manon, buhezourez e Emglev Bro An Oriant. Ar wech kentañ eo da Emglev aozañ ur c'hamp peogwir "'ne oa ket awalc'h a c'hinnigoù er Morbihan". E-pad ur sizhun, e-kreiz miz Gouere e c'hello ar vugale "dizoleiñ ar greoù ha bed ar c'hezeg".  

Betek ar 15 a viz Even e c'hell ar gerent lakaat anvioù o bugale. War lec'hienn an Ubapar e vez kavet listennad ar c'hampoù, "hag an niver a blasoù a chom evit pep hini anezho", a zielfenn Maëlle Ausias.