Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Raktresoù filmoù a zo ganeoc'h ? Kinnigit anezho da vare ur pitch dating !

dimanche 10 juin 2018 à 6:04 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Ar pevare "pitch dating" a vo aozet d'an 21 a viz Eost, gant Daoulagad Breizh. Ar re o deus raktresoù filmoù a c'hello kinnig anezho d'ar broduerien ha skignerien. Hag efedus eo an emgavioù-mañ.

Aozet e vo ar pevare pitch dating d'an 21 a viz Eost, e Douarnenez.
Aozet e vo ar pevare pitch dating d'an 21 a viz Eost, e Douarnenez. - Daoulagad Breizh

Bretagne, France

Ur senario teulfilm pe film faltazi e brezhoneg a zo bet skrivet ganeoc'h met ne ouezoc'h ket penaos mont war-raok ? Kinnig a ra deoc'h Daoulagad Breizh kemer perzh er pevare pitch dating. 

Estreget tud a-vicher a vez degemeret : "Gwir eo eo kentoc'h evit reiñ c'hoant ha reiñ un tu d'ar re n'ho deus ket graet c'hoazh evit kregiñ", a zispleg Elen Rubin, a labour er gevredigezh.   

Filmoù kinniget e 2014 a zo skignet warlene !  

D'an 21 a viz Eost e vo dalc'het ar pitch dating, da vare Gouel ar filmoù e Douarnenez. Dibaoe 2014 e vez aozet seurt emgavioù hag efedus e c'hell bezañ an emgavioù gant ar broduerien ha skignerien. "Warlene, e Douarnenez, hon oa skignet daou film a oa bet kinniget d'ar pitch dating e 2014. Daou film-berr faltazi : "Kakawet", graet gant Stéphane Arc'h ha "Petra zo da c'hounez", gant Jocelin Talarmain", a gendalc'h Elen Rubin.   

Ar bloaz-mañ e vo skignet un trede hini, kinniget da vare ur pitch dating, ar film-berr Pamela hag Alice. "Se zo entanus evidomp peogwir e wellomp un tammig an disoc'h, zoken ma z'eo un neubeud bloavezhioù goude. Gwir eo e kemer kalz a amzer seveniñ filmoù, ha normal eo. Michañs e vo raktresoù all o tont tamm-ha-tamm." 

Ma z'oc'h dedennet eo ret lakaat oc'h anv a-raok ar 24 a viz Even. Gant Daoulagad Breizh e vo kaset deoc'h un teuliad da leuniañ warlec'h.

Tri film a oa bet kinniget e 2014 a zo pe a vo diskouezet e Douarnenez. - Aucun(e)
Tri film a oa bet kinniget e 2014 a zo pe a vo diskouezet e Douarnenez. - Daoulagad Breizh