Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Reuz e bed ar bagadoù abalamour da videioù ar c'henstrivadegoù

mardi 1 mars 2016 à 12:31 Par Tudi Crequer et Joan Bizien, France Bleu Breizh Izel

Fulor a zo e sonerien-zo abalamour da videioù ar c'henstrivadegoù. Bep ploaz e vezont filmet gant Sonerion ha lakaet enlinenn goude. Met ar videioù a zo bremañ paean met ouzhpenn eo bet difennet ar bloaz-mañ ar reoù bet filmet gant an arvesterien war Youtube.

Bagad Cap Caval / Brest 2015 © Radio France - Tudi Crequer
Bagad Cap Caval / Brest 2015 © Radio France - Tudi Crequer - Sonerion

Brest, France

Kaset zo bet lizhiri gant bagadoù'zo evit klemm rak divizoù bet kemeret gant sonerion ar bloaz-mañ. Abaoe 2006, e vez filmet ingal gant An tour tan ha Frañs 3 kenstrivadegoù ar bagadoù. Tu zo goude-se d'an dud sellout ouzh an enroladennoù-se pe war internet pe war dvdoù. Met ret eo paeañ bep wech. Klemm a ra sonerien-zo, war ar rouedadoù sokial da skouer, peogwir hervezo e vez goulennet diganto paeañ evit gwellout heuliadennoù sonerezh bet fardet ganto. Koustañ a ra un euro evit sellout ouzh pep a heuliadennoù pe dek euro evit ar genstrivadeg klok.

Evit-o sellet klikit amañ.

Ezhommoù arc'hant a zo gant Sonerion

"A-raok e oa leun ar C'houarz met abalamour ma vez skignet ar genstrivadeg gant Frañs 3 ez eus tud'zo a chom 'ba gêr. Setu, bep ploaz e kollomp arc'hant gant ar c'henstrivadegoù. Ar bloaz paseet e oa 15.000 euro koll setu eo ret deomp kaout arc'hant evit klask kempouezañ ar budjed ha neuze lakaat an dud da baeañ a zo un doare da gaout un neubeut a arc'hant", a zispleg Vonig Fraval, renerez Sonerion.

"Bep ploaz e kollomp arc'hant gant ar c'henstrivadegoù", Vonig Fraval, renerez Sonerion

Difennet ar videioù amatour war Youtube 

Ar bloavezhioù tremenet evit nompas paeañ ar videioù e veze filmet ar c'honkourioù gant arvesterien-zo gant ho pellgomzioù hezoug pe ho c'hameraioù godell. Embannet vezent goude-se war chadennoù Youtube, hini Paul Emyque a oa anavezet mat da skouer.

Met ar bloaz-mañ, en deus goulennet Sonerion digant Youtube difenn ar videioù-se. Soñjal a ra da Sonerion n'int "ket ken brav hag ar pezh hon eus-ni enrollet gant tud a-vicher. Evit kevredad ar bagadoù n'int ket neuze ar filmoù-se "efedus evit kas war-raok sonerezh ar bagadoù. Gwelloc'h e oa evidomp-ni skignañ ar pezh hon eus-ni e plas lakaat traoù un tammig a-dreuz da vezañ skignet."

"Gwelloc'h skignañ ar pezh hon eus-ni eget videioù un tammig a-dreuz", Vonig Fraval, renerez Sonerion

War chadenn Paul Emyque, da skouer, e veze kavet ivez heuliadennoù ar c'henstrivadegoù kozh. Setu, marteze awalc'h, evit sioulaat an dud eo bet divizet gant Sonerion lakaat enlinenn ha d'un doare digoust enroladennoù ar c'henstrivadegoù dalc'het a-raok 2014.

Displegadennoù Vonig Fraval, renerez Sonerion (1mn) | Tudi Crequer

Skeudenn diwar Facebook  - Radio France
Skeudenn diwar Facebook © Radio France - Tudi Crequer