Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
DOSSIER : France Bleu Breizh Izel en langue bretonne

Sellit an abadenn sonerezh e brezhoneg hag e yezh ar sinoù !

-
Par , France Bleu Breizh Izel

Pour afficher ce contenu Youtube, vous devez accepter les cookies Publicité.

Ces cookies permettent à nos partenaires de vous proposer des publicités et des contenus personnalisés en fonction de votre navigation, de votre profil et de vos centres d'intérêt.

Gérer mes choix

Evel-just gant ar prantad kenfinañ a vevomp abaoe ur miz hanter bremañ ne c'hellomp ket ken mont da welet abadennoù "evit gwir". Dre chañs, ur bern salioù a ginnig deomp adwelet arvestoù a zo bet c'hoariet evel da skouer KLEW, un abadenn sonerezh e brezhoneg, galleg hag e yezh ar sinoù.

Evit aveliñ ho spered e-pad ar prantad kenfinañ-mañ eo bet divizet gant ar re e penn ar sal Artémisia e Gazilieg (35) kinnig deomp abadennoù zo bet c'hoariet dija. Lakaet eo bet er sizhun-mañ en-linenn an arvest anvet KLEW

Un abadenn sonerezh evit tout ar familh eo, e brezhoneg, e galleg hag e yezh ar sinoù. An arzourezed Thumette Léon, Nolùen Le Buhé, Yuna Léon ha Mathilde Chevrel a c'hoari enni.

Un abadenn da welet betek fin ar prantad kenfinañ

KLEW a oa bet c'hoariet e sal Artémisia d'ar 26 a viz Genver tremenet war mennozh Thumette Léon. Kanerez, dañsourez ha korollourez eo gennidik eus Bro an Oriant. Abaoe pell eo dedennet gant ar c'han-ha-diskan ha c'hoant he doa d'ober un abadenn war an tem-se abaoe pell 'zo, ne vern ma vez bouzar abaoe m'eo yaouank.

Betek fin ar prantad kenfinañ e c'helloc'h sellet ouzh an abadenn-mañ, b'ar gêr, digoust e vo, evel ar re all lakaet en-linenn gant ar sal Artémisia e Gazilieg. Gallout a rit ivez sellet ouzh an abadenn PAOTRED gant an teir c'hanerez, Annie Ebrel, Nolùen Le Buhé ha Marthe Vassallo.

Choix de la station

À venir dansDanssecondess