Culture – Loisirs

"Steredenn", ur c'hoari video nevez kinniget e brezhoneg

Par Pauline Kerscaven et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel mercredi 14 octobre 2015 à 15:49

Steredenn, ur c'hoari video nevez, kinniget e brezhoneg
Steredenn, ur c'hoari video nevez, kinniget e brezhoneg - Steredenn

Ur c'hoari video all e brezhoneg ! Anvet eo "Steredenn" hag ijinet eo bet gant ar studio Pixelnest staliet e Roazhon. Gwerzhet e vez ar c'hoari-se tro 10 euro war ar rouedad.

Pa z'eoch war lec'hienn internet "Steredenn", e vez kinniget deoc'h ar c'hoari video e saozneg. Met tu zo c'hoari ivez e brezhoneg ! Unnek yezh a vez kinniget gant ar re o deus ijinet ar c'hoari, paotred Pixelnet.

Ur c'hoari mod kozh eo Steredenn

Bleniet e vez ul lestr egorel, doare Space invader. Dibabet o deus ekspres kaer paotred ar studio Pixelnest kaout ur c'hoari a seblant bezañ bet fardet er bloavezhioù 80.

Staliet emañ ar studio Pixelnet e Roazhon ha troet eo ar skipailh war-zu sevenadur Breizh hag ar brezhoneg. Met n'eus brezhoneger ebet e Pixelnet setu perak 'neus kinniget Gwenn Meynier reiñ un tamm skoazell dezho. 

_"_Gant an anv Steredenn on bet souezhet ha dedennet peogwir ez eo bet dibabet gant ar skipailh dibab un anv e brezhoneg. Aet on neuze e darempred ganto ha kinniget em eus dezho treiñ e brezhoneg, evit mont betek penn ar menoz. Asantet o deus. Laouenn e oant kaout ur c'hoari e brezhoneg."

Ur c'hoari mod-kozh eo "Steredenn". - Aucun(e)
Ur c'hoari mod-kozh eo "Steredenn". - Steredenn

"N'eus ket kalz a c'hoarioù e brezhoneg c'hoazh" Gwenn Meynier

 N'eo ket "Steredenn" ar c'hoari video kentañ troet e brezhoneg. _"Bez ez eus unan, "The Free call", a zo bet troet gant an Ofis d'am soñj, eme Gwenn Meynier. Gant An Drouizig eo bet troet ivez "Supertuxkart" (STK), ur c'hoari redadeg gant otoioù, met gwir eo n'eus ket kalz c'hoazh."_

Ur raktres c'hoari video all e brezhoneg a oa. Ur c'hoari a vefe bet anvet "Tiny ha Tall". Met n'eus ket bet rastellet trawalc'h a arc'hant gant ar sevennerien war internet. 6.800 euro a zo bet profet dezho diwar an 8.000 a oa ezhomm evit kas a-benn ar raktres-se.

Selaouit ouzh reportaj Tudi Crequer

Reportaj Tudi Crequer