Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Tan Dir ha Kan, ur film nevez o taolenniñ ar brezhoneg dre ar sonerezh a-vremañ

lundi 20 novembre 2017 à 18:08 Par Katell UGUEN, France Bleu Breizh Izel

Tan Dir ha Kan, setu anv film nevez Mikael Baudu ha Gwengolo Filmoù. Diriaoù da noz e vo skignet ar rakabadenn e sinema L'Image e Plougastell.

Film nevez Mikael Baudu a ro ar gomz da sonerien tri strollad eus ar vro
Film nevez Mikael Baudu a ro ar gomz da sonerien tri strollad eus ar vro - Youtube

Tri strollad a zo lakaet war-wel : Les Ramoneurs de Menhirs, Brieg Gerveno ha Rhapsoldya. Sonerezhioù a-vremañ, gant gizoù disheñvel, met holl o kanañ e brezhoneg. Un teulfilm o taolenniñ ar sonerezh a-vremañ hag ar mennozhioù a vez treuskaset gantañ.

Tan Dir ha Kan n'eo ket ur film o kontañ istor ar strolladoù met buhez pemdez an arzourien - Mikael Baudu, sevener ar film

Ar c'hoant da skrivañ e brezhoneg, setu al liamm etre an tri strollad

Buhez pemdez an arzourien a heulier

Penaos bevañ gant ar sonerezh hiziv an deiz ? Les Ramoneurs de Menhirs da-skouer o deus dibabet chom hep bezañ devezhourien an arvest. Dre ar sonerezh punk, rock progressivel pe dre ar rap... "N'eus forzh pe' yezh 'vefe kanet, an doare sonerezh eo a glask an dud klevet" eme Mikael Baudu, ar sevener.

An danvez eo a blij da Vikael Baudu esteurel en e filmoù hag ober a ra gant ar brezhoneg evel ma ra an arzourien a weler 'barzh Tan Dir ha Kan. Keuz en eus ar sevener deus un dra hepken : tri strollad sonerezh met plac'h ebet en o-zouez.

Tan Dir ha Kan , sevenet gant Mikael Baudu, kenbroduet gant Gwengolo Filmoù - France 3 Bretagne, a vo rakskignet 'benn ar Yaou 23 a viz Du e sinema L'Image e Plougastell da 8e30 noz. Diwezhatoc'h e vo gwelet war ar skramm bihan, war France 3.