Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Trizek istor war ar Redadeg skrivet gant skolidi Kemper

mardi 17 avril 2018 à 18:04 Par Pauline Kerscaven et Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Abaoe penn-kentañ miz Gwengolo e skriv skolidi Kemper istorioù diwar-benn ar Redadeg. Kalz a vennozhioù o deus bet. Ul levr niverel a zo o paouez bezañ embannet gant Keit vimp bev. Hag ur genstrivadeg a zo bet aozet evit priziañ ar re wellañ. Gant piv eo aet ar maout neuze ?

Aet eo Fanny Chauffin da wellet ar re yaouank meur a wech en o skolioù.
Aet eo Fanny Chauffin da wellet ar re yaouank meur a wech en o skolioù. - Lec'hienn ar Redadeg

Quimper, France

Trizek dañevell a zo bet skrivet, leun a fent, a vousfent a-wezhioù, testennioù faltazi pe traoù dreist ordinal. Abaoe penn-kentañ ar bloavezh skol emañ eizh klas divyezhek pe Diwan eus Kemper o labourat war ur raktres tro dro d'ar Redadeg

Ijinet e oa bet ar raktres gant Pierre Mens-Pégail, eus Mediaouegoù Kemper.  Pedet e oa bet gantañ Fanny Chauffin, skrivagnerez ha kelennerez, da vont da wellet ar re yaouank. Evit sikour anezho da sevel testennioù.   

Ur goulenn a oa bet savet d'ar re yaouank er penn kentañ : petra a c'hell tremen war hent ar Redadeg ? Dezho e oa war lec'h da ijinañ istorioù.  Hag awenet e oa bet ar vugale. "E penn-kentañ 'noa c'hoant reoù zo sevel istorioù kompliket. E skol Diwan Penhars, da skouer, em boa kejet ouzh bugale dedennet gant an dazont, an terrorism, eme Fanny Chauffin. Displeget em eus dezho e oa un dañevell hag e oa ret skrivañ un istor simpl kenañ." 

Gant Keit vimp bev eo bet dastummet an holl dañevelloù hag embannet eo bet ul levr niverel. "Tu zo lenn an istorioù war lec'hienn ar Redadeg, a-benn neubeud e vint ivez war lec'hienn KVB. Ha marteze e vo lakaet reoù zo da vezañ moullet evit Priz ar vugale." 

Fanny Chauffin a zo bet plijet da sikour ar re yaouank da skrivañ istorioù. - Radio France
Fanny Chauffin a zo bet plijet da sikour ar re yaouank da skrivañ istorioù. © Radio France - Tudi Crequer

Gant piv eo aet ar maout ?   

Un toullad mizioù zo oa bet lakaet an trizek testenn war lec'hienn internet ar Redadeg. Ha pep hini ac'hanomp a c'helle votiñ evit an hini gwellañ. Gant piv eo aet ar maout neuze ?   

Lise / "Riwana en arvar"

Evit al liseoù eo "Riwana en arvar", skrivet gant tud yaouank lise Brizeux, a zo bet priziet. "Spi em eus de c'hoarvezo biken d'ar Redadeg an istor-mañ !", eme Fanny Chauffin.  

Un nozvezh vrav a 7 a viz Mae e oa en em gavet ur strolladig pemzek brezhoneger a-feson etre Pondi ha Neuilhag evit ar Redadeg. Un nozvezh sioul ha dous e oa, tro 3 eur mintin. Skeudoù ar gwez war an hent a zistaole sklerijenn al loar-gann. A-bell e kleved kan ur gaouenn ha trouz dour ar ster o redek. Un nozvezh eus ar re vravañ evit redek. Emgav a oa bet roet gant Daprig an Atlantel, bet kelenner en ur skolaj stank ha laouen e izili. Galvet en doa brezhonegerien brudet ha barrek evit redek asambles gantañ ar c’hilometr en doa prenet en o anv dezho holl, evit arouezan skeudenn sakr ar brezhoneg.  

Skolaj / "Tan d'ar redadeg"

Evit ar skolajoù, e oa "start dispartiañ ar re yaouank rak e oa ur bern istorioù dedennus", a gendalc'h Fanny Chauffin. Skolaj Diwan a zo bet trec'h gant an dañevell anvet "Tan d'ar redadeg".   

E Rosporden, da hanternoz, e oa ar Redadeg o tremen e-kichen ti ur wrac’h, mestrez un aerouant o vevañ dindan he zi. O kousket e oa al loen vil. Dihunet e oa bet gant trouz ar sonerezh hag ar rederien o huchal hag o huchal hag o kanañ laouen ha kreñv : «1, 2, 3, Brezhoneg e pep ti !», «Deus ‘ta frei kozh da hej da vro !...»   

Skolioù / "Redadeg 2200"

Gant ar re vihan, eo skol Diwan Penhars a zo bet priziet evit "Redadeg 2200". 

Ur wech e oa e 2200 e Londrez ur strobinellerez anvet Ermionn. He zud avat ne oant ket sorserien. Blev c’hell he doa, ha rodellek. Ermionn a blije dezhi al levrioù hag ar studioù. Kuitaet he doa Poudlard ha kavout a rae hir he amzer. Ur wech e teuas ul lizher war skramm Interdroch dre olokroù. Lenn a reas Ermionn : "Ermionn, Me, maer Kemper, a c'halv ac'hanout evit tennañ ar saotradur eus kêr-Gemper, peogwir out ur sorserez a-feson. Evel ma ouzez, ar Redadeg a zo bep daou vloaz. Met ur goumoulenn spontus a zo a-us da Gemper ha ret e vo lakaat maskloù ha boutailhadoù oksijen evit mont da redek ar bloaz- mañ... Sikour, Ermionn ! Kavout a ri ur ger kuzh evit mont diouzhtu da Gemper.  Gant ar spi e voc'h gwelet e kêrbenn Kerne dizale. A galon. Aotrou Konwoion"