Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Ul levrig e brezhoneg evit Traonienn ar Sent : "Normal eo, d'ar c'houlz-se e veze komzet brezhoneg ganto !"

mardi 10 novembre 2015 à 16:30 Par Tudi Crequer, France Bleu Breizh Izel

Sinet oa bet ar sizhun tremenet ar Garta Ya d'ar brezhoneg gant ar gevredigezh a ra war-dro Traonienn ar Sent. Embannet e vezo ganto en nevez-amzer 2016 neuze ul levrig e brezhoneg evit ar weladennerien. Un "dra gaer" eo a raio "berzh".

Ronan Tremel hag ur strollad dirak Sant Tudwal
Ronan Tremel hag ur strollad dirak Sant Tudwal © Radio France - Joan Bizien

Carnoët, France

Ronan Tremel a gav kaer kaout ul levrig e brezhoneg - Tudi Crequer (45'')

Benn an nevez-amzer e vo embannet levrigoù e brezhoneg e Traonienn ar Sent e Karnoed.  "Un neubeut a vrezhoneg a oa dija e-barzh an dielloù a veze roet ganeomp met kalz muioc'h a vezo ar gid nevez a vezo mouellet e 2016", a zispleg deomp Elie Gueguen, eil brezidant ar gevredigezh a ra war-dro Traonienn ar Sent.

_"D'am soñj eo un dra gaer", eme Ronan Tremel a ra war-dro ar gweladennoù e brezhoneg. "Sur on e raio berzh peogwir pa vez graet gweladennoù e brezhoneg gwir eo vez roet titouroù dre glevet ha sed aze tout. Mankout a rae un dra bennak da chom e-barzh dorn an dud ha marteze awalc'h da studiañ ha benn ar fin setu un dra gaer eo kaout-se_", emezañ.

"Mankout a rae un dra bennak da chom e-barzh dorn an dud" Ronan Tremel, gid e Traonienn ar Sent

Soñjal a ra dezhañ eo un dra normal e vefe benn ar fin kinniget seurt dielloù e brezhoneg. "D'am soñj e veze komzet gant ar sent e brezhoneg d'ar choulz-se, setu reizh eo rentañ enor da Istor ar Vro e brezhoneg eveljust ! " Un dra vat eo ivez evit brudañ ar yezh a glokañ Elie Gueguen, "tost a 140 000 den a  zo deuet e 2015. Diskouez a raio d'ar weladennerien eo bev c'hoazh ar yezh !"

 Un neubeut sifroù diwar-benn Traonienn ar Sent :
> 140 000 : an niver a dud deuet da weladenniñ al lec'h e 2015
> 250 000 : an niver a dud gortozet bep ploaz benn 2018