Retour
Provence-Alpes-Côte d'Azur Corse Auvergne-Rhône-Alpes Grand Est Bourgogne-Franche-Comté Occitanie Nouvelle-Aquitaine Centre-Val de Loire Île-de-France Hauts-de-France Normandie Pays de la Loire Bretagne
  • Toute la France
  • Auvergne-Rhône-Alpes
  • Bourgogne Franche-Comté
  • Bretagne
  • Centre-Val de Loire
  • Corse
  • Grand Est
  • Hauts-de-France
  • Île-de-France
  • Normandie
  • Nouvelle-Aquitaine
  • Occitanie
  • Pays de la Loire
  • Provence-Alpes-Côte d'Azur
Changer de région
Centre-Val de Loire
Changer de région
Corse
Changer de région
Hauts-de-France
Changer de région
Normandie
Retour
Culture – Loisirs

Un teñzor a zo o paouez bezañ dizoloet en Ardeven

vendredi 12 janvier 2018 à 15:58 Par Pauline Kerscaven, France Bleu Breizh Izel

Gant ti-kêr An Aredeven oa bet goulennet d'un toullad tud a youl-vat teurel holl paperioù kozh ar presbital. Ha benn ar fin e oa dielloù dedennus kenañ. Emañ Ti douar Alre o biskrivañ anezho.

Daniel Carré, prezidant Ti douar Alre, 'neus lennet ul lodenn eus an dielloù.
Daniel Carré, prezidant Ti douar Alre, 'neus lennet ul lodenn eus an dielloù. - Ti douar Alre

Erdeven, France

E-barzh ur grignol e c'heller c'hoazh kavout un teñzor. Emañ ti-kêr an Ardeven o paouez prenañ presibtal ar gumun. Goulennet 'neus digant un toullad tud a youl vat teurel paperioù kozh a oa e-barzh. 

Diouzhtu e wellont eo pouezhus ar 500 paper kavet ganto, skrivet e galleg hag e brezhoneg dreist-holl. Ha pellgomzet e vez neuze da Di douar Alre.   

Gant prezidant ar gevredigezh, Daniel Carré, eo bet lennet ul lodenn eus an dielloù, sermonioù skrivet gant daou veleg, Mathurin Oliviero ha Pierre-Marie Rival, etre 1880 ha 1930. "Dindan ar ger sermon e vez kavet meur a dra : sarmonioù klasel a veze distaget d'ar sul, hag instruksionnoù a zo kalz hiroc'h, hag a c'helle bezañ distaget e-pad ar gouesperoù. An dra-se oa ur seurt katekiz evit an dud deuet. Bez ez eus ivez prezegennoù distaget dirak ur publik dibabet, evit ar c'hentañ komunion da skouer", a zispleg Daniel Carré.   

"Ur mestr eo Oliviero war ar brezhoneg" Daniel Carré  

E brezhoneg bro Gwened eo skrivet an dielloù, en ur brezhoneg flour, dreist holl evit sermonioù Mathurin Oliviero. "Plijus int. Oliviero zo ur mestr war ar brezhoneg. _Hag an den-se ne oa ket anavezet betek hen",_a gendalc'h prezidant Ti douar Alre.   

Ha desket e vez ur bern traou en ul lenn ar sermonioù. "Alies a-walac'h e vez kemeret harp war ar vuhez. Buhez ar baisanted, buhez war an enezenn Houad... Gwellet e vez ivez roudoù an darvoudoù istorel, an disparti etre ar stad hag an iliz da skouer." 

Dielloù niverellet ha biskrivet  

N'eo ket diaes ijinañ neuze pegen a-bouez e c'hell bezañ an dielloù-mañ. Niverellet int bet gant Ti douar Alre ha biskrivet e vint gant rouedad ar gevredigezh. _"__Ha ni a lako an dra-se dindan selaou an dud",_a gloz Daniel Carré.   

Ha ma vez kavet ganeoc'h dielloù kozh, e-barzh ur presbital pe el lec'h all, arabat teurel anezho hep ma vijent studiet gant tud a-vicher, dedennus e c'hellont bezañ.